1. Plant eus ar genad Carex, dezho delioù troc'hus ha garennoù tric'hornek, a gresk e stumm bodoù, e-kichen an dour alies.
Ul lochig toet gant hesk. Tremen a reomp e-mesk an hesk hañval ouzh klezeier.
2. Had ar plant-se end-eeun.
Greun evel hesk.
3. Broen-hesk : plant geotennek, eus ar c'herentiad Ciperaceae, a gresk en douaroù gleb hag a vez implijet evit ar c'hantennerezh.
Daveenn :
GReg
pg herbe (Herbe longue qui coupe la main, & qui croit dans les lieux marécageux.)
gwez hesk
goë-hesq
1732
Daveenn :
GReg
pg herbe (Herbe longue qui coupe la main, & qui croit dans les lieux marécageux.)
hesk
1850
Daveenn :
GON.II
pg hesk
Dirazon e lugerne glenn sioulik ar Pourpri, marellet an daou du anezhi gant bleuñioù lieslivioù, yunioù lagennek Kerhamon leun a ganaouennoù laboused ha raned, damguzhet e-metoù ar bouchadoù hesk, er poulloù-kurun islonkus hag e dourioù gloandourek ar gouerioù.
Dirazoun e lugerne glen sioulik ar Pourpri, marellet an daou du anezi gant bleuñiou lïesliviou, yuniou lagennek Kêrhamon leun a ganaouennou laboused ha raned, damguzet e-metou ar bouchadou hesg, er poullou-kurun islonkus hag e douriou gloandourek ar goueriou.
1929
Daveenn :
SVBV
p.15
Talvezout a ra ["griñsenn"] kement hag "heskenn", da lârout eo, un nebeudig hepken. Arabat er c'hemerout evit "bruzunenn", unander "bruzun", kalz bihannoc'h ha moannoc'h.
Talvezout a ra ["griñsenn"] kement hag "heskenn", da larout eo, eun nebeudig hepken. Arabat her c'hemerout evit "bruzunenn", unander "bruzun", kalz bihannoc'h ha moannoc'h.