Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Trl. (db. an eien, an dourredennoù) Mont da hesk, mont d'an hesk : disec'hañ. Ar puñs zo aet da hesk. & Lakaat, kas da hesk : lakaat da vezañ sec'h. 2. (db. al loened laezh, ar mammoù) Mont da hesk : na reiñ laezh ken. Ar magerezed aet o laezh da hesk a zeuy da bediñ santez Agata. 3. Dre skeud. Mont da hesk, mont d'an hesk : mont da get. E feiz a zlee ivez bezañ aet da hesk. Aet e oa e yalc'h d'an hesk.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

hesk

1699
Daveenn : Har. pg hesk (tarissement)

hesk

1850
Daveenn : GON.II pg hesk

lakaat da hesk

1850
Daveenn : GON.II pg heska

mont da hesk

1850
Daveenn : GON.II pg heska

aet eo ar stêr da hesk

1850
Daveenn : GON.II.HV pg ster

Nemet buan ez eas da hesk pinvidigezh ar gweleadoù metalus, anezho mein distag a-skign war c'horre an douar.

1923
Daveenn : SKET p.19

Un Aven-veur eo, dezhi kresk ha digresk, nemet da hesk a-benn hiziv n’ez eas nepred.

1923
Daveenn : SKET p.81 (+p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 81, lin. 5, e lec’h « n’ez eas » lenn « ne deas »").

Dalc'hmat an eñvor eus al lazh / ' Zeu da lakaat ma nerzh ken bas / Ha dour ur feunteun aet da hesk.

1960
Daveenn : PETO p75

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial