- A ! Mard eo evel-se eo emañ an traoù, Yann ! Me ne gredan ket e ve gwir pater kement tra a leverer din ; trawalc'h em eus da ober o krediñ ar pezh a welan ! - Na me, kennebeut all, keneil, ne gredan ket holl an traoù, pell ac'hano ! Evelato, un tammig bihan e kredan hag e tiskredan war an traoù a leverer din. E-doug ar wech on bet evel-se hag, hep mar, e chomin er c'hiz-se betek va eur diwezhañ ! - Ma !... un hinkin out, paotr e c'houriz ledan ! eme paotr Gouenoù en ur c'hourvez war ar bank.
hinkin
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
hinkin