Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
5
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. A. 1. En deiz-mañ. Al Lun zo hiziv, hiziv emañ al Lun. & Hiziv ar beure, hiziv vintin : er beure-mañ, er mintin-mañ. Hiziv da noz : en noz-mañ. & Evit hiziv : hiziv. Evit hiziv vintin : er mintin-mañ. 2. HIZIV AN DEIZ, EN DEIZ A HIZIV : en deiz-mañ end-eeun. Hiziv an deiz ez in d'e gavout. & Hiziv (e) penn sizhun, (e) penn pemzek deiz, (e) penn miz, (e) penn bloaz : a-benn ur sizhun, div sizhun, ur miz, ur bloaz ac'hanen, devezh-ha-devezh. Hiziv penn sizhun e vimp pell ac'hanen. & Eizh deiz penn hiziv : eizh deiz zo. Eizh deiz penn hiziv e oant bet du-mañ. & A-benn un devezh, daou zevezh ha hiziv : a-benn un devezh, daou zevezh goude an deiz-mañ. DHS. feteiz. B. 1. Bremañ. A-raok hiziv : a-raok bremañ. Klevet em eus an dra-se c'hoazh a-raok hiziv : n'eo ket ar wech kentañ din klevet kement-se. 2. HIZIV AN DEIZ, EN DEIZ A HIZIV, HIZIV AN AMZER : en amzer vremañ. En deiz a hiziv e ranker mont pell da glask labour. [1877] Klevet a reer, hiriv en amzer, ginaoueien o krial : Frankiz, frankiz ! Liberte, liberte ! [1878] Daoust ha n’eus ket en deiz a hiriv war an douar tud heñvel ouc’h soudarded ar Republik kozh ? II. 1. Stn. Bremañ. Ar bed hiziv. Ar c'hiz hiziv hag ar c'hiz gwechall. 2. Impl. da ak. An deiz-mañ. Pelec'h emañ kelaouenn hiziv ?

Skouerioù istorel : 
125
Kuzhat roll ar skouerioù

hiziv

1499
Daveenn : LVBCA p99 (au iourd-uy)

27. Peheni a respontas [Katell] dezhi : « Na vezet aon ebet, mignonez an aotrou Doue, rak hiziv ez vezo ar rouantelezh eternel evit unan trañzitoar, hag evit ur pried mortel ez vezo unan imortel. »

1576
Daveenn : Cath p21

[«]Ha rak-se, ret [eo] ez sakrifiez hiziv pe me a ray da zibennañ[.»]

1576
Daveenn : Cath p23

Hon Tad, pehini zo en Neñvoù, / Hoz anv da ve[ze]t santifiet. / Deuet deomp ho rouantelezh. / Ho volontez bezet graet, evel en Neñv hag en douar. / Roit deomp hiziv hor bara kotidien. / Ha pardonet deomp hon ofañsoù, evel ma pardonomp da neb en deveus ni ofañset. / Ha na bermetet ket e kouezh[f]emp e temptasion. / Hogen hon delivret a bec'hed. Amen.

1622
Daveenn : Do. p18

hiriv

1659
Daveenn : LDJM.1 pg auiourd'huy

hiriv a-benn sizhun

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (d'auiourd'huy) en huit iours

hiriv

1659
Daveenn : LDJM.1 pg auiourd'huy

roit deomp hiriv hor bara bemdeziek

1677
Daveenn : Do. p19

an deiz a hiziv

1732
Daveenn : GReg pg aujourd'hui (le jour d'aujourd'hui, le jour present)

Hiziv

1732
Daveenn : GReg pg aujourd'hui

an deiz a hiriv din a zo ; an deiz a warc'hoazh dit a vezo

1732
Daveenn : GReg pg aujourd'hui (à moi, demain à toi)

hirie

1732
Daveenn : GReg pg aujourd'hui

hiziv

1732
Daveenn : GReg pg aujourd'hui

hi[zi]v

1732
Daveenn : GReg pg aujourd'hui

hiniv

1732
Daveenn : GReg pg aujourd'hui

hirv

1732
Daveenn : GReg pg aujourd'hui

hiriv

1732
Daveenn : GReg pg aujourd'hui

hiriv

1732
Daveenn : GReg pg aujourd'hui

heroue

1732
Daveenn : GReg pg aujourd'hui

hiriv

1732
Daveenn : GReg pg aujourd'hui

hiziv

1732
Daveenn : GReg pg aujourd'hui

E zonedigezh vat en deus graet hiziv.

1850
Daveenn : GON.II pg donédigez (Il a fait son entrée auourd'hui).

Dont a ray hiriv.

1850
Daveenn : GON.II pg doñt, doñd, donet (Il viendra aujourd'hui).

Ha dornañ a reot-hu hoc'h heiz hiriv ?

1850
Daveenn : GON.II pg dourna (Battrez-vous votre orge aujourd'hui ?)

Hiriv ec'h arruo.

1850
Daveenn : GON.II pg é, éc'h, éz + p.29, livre premier, "il arrivera aujourd'hui".

Daou ejen am eus prenet hiriv.

1850
Daveenn : GON.II pg éjenn (j'ai acheté deux bœufs aujourd'hui).

Kalz embannoù a zo bet hiriv en oferenn.

1850
Daveenn : GON.II pg embann (il y a eu aujourd'hui beaucoup de bans à la messe).

Bras e oa an engroez er marc'had hiriv.

1850
Daveenn : GON.II pg eñgroez, iñgroez (la foule était grande au marché aujourd'hui).

N'eo ket farvell hiziv.

1850
Daveenn : GON.II pg farvel, farouel (il n'est pas bouffon aujourd'hui).

heziv

1850
Daveenn : GON.II pg héziou (voyez "hiriô").

hiriv

1850
Daveenn : GON.II pg héziou, hidiv, pg hiriô ou hiziou ou hiziô (aujourd'hui, le jour où l'on est), pg hisiô

hidiv

1850
Daveenn : GON.II pg hidiv (voyez "hiriô"), pg hiriô ou hiziou ou hiziô (aujourd'hui, le jour où l'on est. en Vannes, hiriv ou hiriu ou hidiv).

hiziv

1850
Daveenn : GON.II pg hiriô ou hiziou ou hiziô (aujourd'hui, le jour où l'on est).

hiziv

1850
Daveenn : GON.II pg hiriô ou hiziou ou hiziô (aujourd'hui, le jour où l'on est).

ha na zeuot-hu ket hiriv ?

1850
Daveenn : GON.II pg hiriô ou hiziou ou hiziô (ne viendrez-vous pas aujourd'hui ?)

hiriv

1850
Daveenn : GON.II pg hiriô ou hiziou ou hiziô (aujourd'hui, le jour où l'on est. en Vannes, hiriv ou hiriu ou hidiv).

hiriv

1850
Daveenn : GON.II pg hiriô ou hiziou ou hiziô (aujourd'hui, le jour où l'on est. en Vannes, hiriv ou hiriu ou hidiv).

hiziv

1850
Daveenn : GON.II pg hisiô (voyez "hiriô"), pg hiriô ou hiziou ou hiziô (aujourd'hui, le jour où l'on est. en Vannes, hiriv ou hiriu ou hidiv).

Mar gellan, ez in hiriv d’ho ti.

1850
Daveenn : GON.II p.94, livre second, « Si je puis, j’irai aujourd’hui chez vous ».

Alter en deus hiriv.

1850
Daveenn : GON.II pg alter (Il a du délire aujourd'hui).

an avel a zo yen hiziv

1850
Daveenn : GON.II pg avel

Arnodiñ a rin hiziv.

1850
Daveenn : GON.II pg arnodi (Je commencerai aujourd'hui).

Baleet hoc'h eus kalz hiziv.

1850
Daveenn : GON.II pg baléa (Vous vous êtes beaucoup promené aujourd'hui).

Banvezañ a reont hiziv.

1850
Daveenn : GON.II pg banvéza (Ils se régalent aujourd'hui).

ur vran am eus gwelet hiriv, hag a gomz mat

1850
Daveenn : GON.II pg bran

Hiziv e poulc'her [sic, e vo boulc'het] an andevreg vras.

1850
Daveenn : GON.II pg añdévrek (C'est aujourd'hui que l'on entame le grand monceau de fumier.)

kalz badeziantoù a zo bet hiriv

1850
Daveenn : GON.II pg badisiañt pg badisiañt

n'en deus ket a ambren hiriv

1850
Daveenn : GON.II pg ambren

Ne greder nemeur hiriv er bamourion.

1850
Daveenn : GON.II pg bamour (On ne croit guère aux sorciers aujourd'hui).

piv en deus kanet an aviel hiriv ?

1850
Daveenn : GON.II pg aviel

Piv en deus kanet an abostol hiziv ?

1850
Daveenn : GON.II pg abostol (Qui est-ce qui a chanté l'épître aujourd'hui ?)

va amanennerez a zeuy hiriv

1850
Daveenn : GON.II pg amanennérez

Klouedañ a raimp hiziv ar park bras.

1850
Daveenn : GON.II pg klouéda (Nous herserons aujourd'hui le grand champ).

Div glujar am eus lazhet hiriv.

1850
Daveenn : GON.II pg klujar (J'ai tué deux perdrix aujourd'hui).

Ar c'hoabr a red kalz hiriv.

1850
Daveenn : GON.II pg koabr, kouabr (Les nuages courent beaucoup aujourd'hui).

Ne zebrin ket kalz hiriv.

1850
Daveenn : GON.II pg dibri, debri (Je ne mangerai pas beaucoup aujourd'hui).

Va dilhad nevez a likiin hiriv.

1850
Daveenn : GON.II pg dilad (Je mettrai mon habit neuf, mon habillement neuf aujourd'hui).

Kalz dimizioù a zo bet hiriv.

1850
Daveenn : GON.II pg dimizi, dimézi, démézi (Il y a eu beaucoup de mariages aujourd'hui).

Ma n'am eus diskemenn, ez in hiriv di.

1850
Daveenn : GON.II pg diskémenn (Si je n'ai pas de contre-ordre, j'y irai aujourd'hui).

Hiziv e vedin.

1850
Daveenn : GON.II p.29, livre premier, "je moissonnerai aujourd'hui".

Hiziv e vedi.

1850
Daveenn : GON.II p.29, livre premier, "tu moissonneras aujourd'hui".

Hiziv e vedimp.

1850
Daveenn : GON.II p.29, livre premier, "nous moissonnerons aujourd'hui".

Mont a rin kuit hiziv.

1850
Daveenn : GON.II p.96, livre second, (Je partirai aujourd’hui).

N'eo ket ken tomm hiriv ha dec'h.

1850
Daveenn : GON.II p.94, livre second, « Il ne fait pas aussi chaud aujourd’hui qu’hier ».

Deuet eo hiriv adarre.

1850
Daveenn : GON.II p.93, livre second, (Il est encore venu aujourd'hui).

Hiriv ez in war ar maez.

1850
Daveenn : GON.II p.88 (J'irai aujourd'hui à la campagne).

Me a yelo hiriv war ar maez.

1850
Daveenn : GON.II p.88 (J'irai aujourd'hui à la campagne).

Bez’ ez eus kalz a avel hiriv.

1850
Daveenn : GON.II p.83, livre second, (Il y a beaucoup de vent aujourd’hui).

Dec’h e varvas ar vamm, hiziv eo marv ar verc’h.

1850
Daveenn : GON.II p.62 (Hier mourut la mère, aujourd’hui est morte la fille).

Ur c’hi-dour am eus lazhet hiriv.

1850
Daveenn : GON.II p.62, "J’ai tué aujourd’hui un chien d’eau (loutre)".

Bravoc’h amzer a ra hiriv evit dec’h.

1850
Daveenn : GON.II p.64

Ne brenin ket an dra-hont hiriv.

1850
Daveenn : GON.II p.70, "Je n'achèterai pas cela aujourd'hui".

Dec'h ho meulent , hiriv e lavaront droug ac'hanoc'h.

1850
Daveenn : GON.II p.79

» Evit hiriv, dre ma'm beus naon, / Gwellañ ve din eo un dra fonn.

1867
Daveenn : MGK p126

"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Hama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."

1867
Daveenn : MGK p2

Ar razh, deut poent ar pred, / D'ar re all a lavar : — « Asa ! va mignoned, / Petra zo n'omp hiriv nemet tri da leinañ ? »

1867
Daveenn : MGK p46

— « Mar teu mestr ar park-mañ, ha moarvat e teuio / Hiriv, / Selaouit anezhañ, ha dioc'h a lavaro, / Da vont kuit eus e neizh pep hini ra skrabo ! »

1867
Daveenn : MGK p52

N'eus mare dioc'h mare, bepred emañ 'n amzer / Da vont diwar ar bed : hiriv, warc'hoazh, e-verr.

1867
Daveenn : MGK p100

Ur beleg katolik a zo un evn gwenn ervat ; Hiriv ’mañ el lanneg, warc’hoazh e vo er c’hoad ; Disul en un neizh pig, dilun en un neizh bran, Hag el lec’h ma tebr lein ne zebr nep tro e goan.

1877
Daveenn : EKG.I. p.101

Klevet a reer, hiriv en amzer, ginaoueien o krial : Frankiz, frankiz ! Liberte, liberte ! Peur ivez ’ta ez eus bet muioc’h a liberte eget na yoa en amzerioù-se ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.261

Hiriv en deiz, kerkoulz war ar maez evel e kêr, pa welfet un den mezv, astennet gant e gorfad war an hent, skoit war e skoaz, savit-hen en e sav, aliit anezhañ da lavaret : « Bevet ar Roue ! » hag e welfet anezhañ o treiñ e benn en ur grial : « Bevet ar Republik ! »

1877
Daveenn : EKG.I. p.205

Mar emañ hiriv an archerien hag ar soudarded a-du gantañ, evel gwechall gant ar republikaned, n’emañ ket evelato en e wir o terc’hel an traoù-se dioc’h e gostez, rak gouzout ervat a ra ne deuont ket a-berzh-vat.

1877
Daveenn : EKG.I. p.3

C’hwi a gav deoc’h eo diotachoù an traoù a gontan amañ : ya, diotachoù int a-dra-sur, hag hiriv ez eus bec’h ouc’h o c’hrediñ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.6

Dec’h n’oa ket evit ober ur sell eeun ouzhomp, hag hiriv e c’hoarzh ouzhomp, evel pa vijemp deuet da vezañ mignoned a galon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.77

He bugale a zo holl hiriv er vad ; pinvidik int zoken, hag unan eus he bugale-vihan, mab da Ber ar Moan, a zo ivez beleg.

1878
Daveenn : EKG.II p.75

Daoust ha n’eus ket en deiz a hiriv war an douar tud heñvel ouc’h soudarded ar Republik kozh ?

1878
Daveenn : EKG.II p.78

Chom a reas kuzhet en tiez, hiriv amañ, warc’hoazh du-hont, dioc’h ar c’helou a zigase dezhañ an Aotrou Karo, barner-a-beoc’h e Gwitalmeze.

1878
Daveenn : EKG.II p.186

Hirie na gomzin dac'h nemet eus an temz neve[z] a ve[z] groet ane[zh]añ "kaoc'h-houarn fosforet" ("scories" en gallek). Unan eus hon mignoned an neus bet ar vadelezh da skrivañ dimp diwar se un diviz a gavfet pelloc'hik.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

kalz en deus taolet hicho

1909
Daveenn : BROU p. 243 (il a a plu beaucoup aujourd'hui)

Argadennoù loened ferv a bep doare a renked dizarbenn, ha pobladoù-tud o tennañ d’ar gouennoù estren pe renavi, ar Sitoned, ar Skaled, an Ambroned, al Luged (Lugi), ar Veneted (Veneti), an Deutoned (Teutones), ar C’hutoned (Gutones), ar Semnoned (Semnones), ha meur a hini all c’hoazh a zo bet ankounac’haet an anvioù anezho a-benn hiziv.

1923
Daveenn : SKET p.139

Branodunum, furm latinaet evit Branodunon, a zo deuet hiziv da "Brandon" (Saône-et-Loire).

1923
Daveenn : SKET P.9

Nemet hiziv e ren el lec’hioù-se an digenvez hag an didrouz.

1923
Daveenn : SKET p.15

Ar gozhni end-eeun evit an dud evurus-se n’oa ket ouzh he heul tuzumadur galloudezhioù an ene hag an holl aridennad-se a vilderioù hag a wanderioù a weler ken alies hiziv o tont a-unan ganti.

1923
Daveenn : SKET p.69

Hag eñ o kanañ : "Deut-mat ra vezo an ostiziad A zo digouezhet hiziv, [...]"

1924
Daveenn : SKET.II p.9-10

Barnour-meur ar Bagadoù sakr, Pulluc’her ar fallakred, Kadour dihun atav, o varc’hegezh War an harzoù, tok-houarnet e benn, Gwarezour ar maouezed hag ar buoc’hed, Hennezh e vezo an ostiziad a zeu hiziv !

1924
Daveenn : SKET.II p.11

An aotrou kure a raio hiziv ar c’hatekiz, eme ar garabasenn, en ur digeriñ an nor.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1024 (Gouere-Eost 1924)

Dilezomp amañ ar bugelig heuliet ganeomp adalek e c’hinivelezh betek an deiz a hiriv ; bugelig eo c’hoazh Bilzig.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1126 (Miz Du 1924).

Rak d’an drec’hourien, d’an dalc’hourien hiziv emañ tonket bezañ an drec’hidi, an dalc’hidi warc’hoazh.

1924
Daveenn : SKET.II p.70

Ha kement a zo a wragez dougerezed el lez-mañ a raio ur c'holl hag ar re ned int ket a vo sammet gant un droug ken bras ma troio ar vamm enno e doare ma ne vint biken brazez diwar hiziv

1929
Daveenn : KUHL-GWAL1 niv. 19 p. 47

hiziv penn-sizhun

1931
Daveenn : VALL pg aujourd'hui (en huit)

gwechall diouzh gwechall ha hiziv diouzh hiziv

1931
Daveenn : VALL autrefois

hiziv e penn-sizhun

1931
Daveenn : VALL pg aujourd'hui (en huit)

hiziv penn-bloaz

1931
Daveenn : VALL pg (à l')anniversaire (de ce jour)

hiziv e penn pemzektez

1931
Daveenn : VALL pg aujourd'hui (en quinze)

hiziv e penn-miz

1931
Daveenn : VALL pg aujourd'hui

hiziv an deiz

1931
Daveenn : VALL pg aujourd'hui (même)

hiziv

1931
Daveenn : VALL pg aujourd'hui

hirio

1931
Daveenn : VALL pg aujourd'hui

hirie

1931
Daveenn : VALL pg aujourd'hui

hidiv

1931
Daveenn : VALL pg aujourd'hui

Degemeret eo an dra hiziv, avat; hogen a-stroñsadoù eo e hañval bezañ bet dibradet an douar hag en un doare rouestlet.

1943
Daveenn : TNKN p51

Bez' o devoa danvez e kêrioù a zo hiriv c'hoazh perc'hennet gant hiniennoù eus o diskennidi.

1944
Daveenn : EURW.1 p9

« Job », emezi, « an dic’harzh n’eo ket, sur, boulc’het start, rak ho falz a oa chomet war gorre an armel. It eta d’ar waremm hiziv ha boulc’hit an dic’harzh evit mat ! Ha, dreist-holl, na lavarit ket gevier d’ho mamm, rak ar mammoù a zo finoc’h c’hoazh eget o bugale, hag, abred pe ziwezhat e teuont atav da c’houzout ar wirionez ! »

1944
Daveenn : ATST p.68

A ! moereb, emezo, evel-se emañ ar bed. Hiziv hoc’h eus mignoned e-leizh ; an deiz war-lerc’h, ar mignon a ya da vleiz.

1944
Daveenn : ATST p.41

— « Ho ! ho ! prim oc’h hiziv. » — « Ya ! aotrou Job, prim on hiziv, ha skuizh on aet o selaou sotonioù an dud vezv. »

1944
Daveenn : ATST p.20

Ar Vretoned klouar a zo pell zo prest da ober un interamant kentañ klas gant ar brezhoneg, a vefe mat dezho ober ur sellig ouzh ar bern levrioù a vez embannet hiriv e brezhoneg.

1944
Daveenn : VKST niv. 6-7, p. 183

Ar gwaz a zalc'he da c'houlennata : « N'oc'h ket arru er gêr hiriv », emezañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

N’ouzon nemet un dra : en amzer hiziv al loened a harzh, a c’hwitell, a vlej, a wic’h, a viaou, a hinno, a yud, a hud, a voud, a chilp, a glip, a goag, a c’hroag, a gan, a richan, a grougous, a roc’h, a doc’h, a soroc’h, a c’harm, a ragach, a c’hregach, a gloc’h, a youc’h, a razailh, a rizink, pep hini en e vod hag hervez e ouenn.

1944
Daveenn : ATST p.8

« Hor moereb a zo kozh, » a gendalc’he Job, « hag evit dezhi mervel hiziv pe warc’hoazh, an dra-se a zo ingal. Me ’zo sur ez eus mall warni mont ac’han[n]. »

1944
Daveenn : ATST p.75

Santez Vari, Mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herien, hiziv ha da eur hor marv !

1949
Daveenn : SIZH p.63

- Ha gouzout a rit emaomp hiziv ar gwener da noz ? Ya ! « señorita ». Her gouzout a ran.

1949
Daveenn : SIZH p.58

Gwerc'hez ! Hiriv an deiz, ne gouezh griñsenn er pod. / N'eo ket dre lontegezh, ar pec'hed kapital, / E vo lakaet kablus tud keizh ar presbital.

1960
Daveenn : PETO p33

Devezhioù zo emaoc'h engortoz eus lizhiri digant mignoned ker. Chom a rit war c'hed da ur paotr al lizhiri. Netra. Hiziv. Tremenet, a gav deoc'h, an eur, ez it d'ho labour. Distro, hoc'h eus kavet daou lizher... Unan da baeañ ho tailhoù, unan da baeañ koumanant ho journal... Pebezh disouezhadenn !

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88, p. 42, Anjela Duval

Hirie e vez savet identelezh psikologel ha sokial ar baotredigoù dre un darempred ispisial gant ar feulster.

2015
Daveenn : DISENT p41

Perak int ken sioul hiziv ? a c'houlennan ouzh Koula.

2015
Daveenn : EHPEA p17

Notennoù studi

Reiñ a ra Gregor (1732) ar stummoù "havre" hag "avre" ivez.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial