hogos
hogos
hogos
gos
hogos an tan
Hogos
Pa guiteis, ez yaouank c’hoazh, bro al Lingoned da heul mab uhelwad Albiorix, ez oa eus an tiad-tud-se, a-gevret gant an tad, c’hwezek paotr e barr o oad a dalveze kement ha kant war an emgannlec’h pe er guzuliadeg, c’hwec’h plac’h ha tregont hogos holl yaouank, gant tost da hanter-kant a vugale.
Ur grennardenn a oa ar Werc'hez, met ger ebet n'he devoa da lavarout, o vezañ ma'z oa kalz re abaf, ha netra d'ober nemet derc'hel war he barlenn ur poupig graet gant pilhoù, ur « Mabig Jezuz » hogos ken bras ha hi.
Evit pezh a sell ouzh he fried, va zonton Pipi, ur skribiton a baotr reutoc'h eget un troad pal, met abaf ken ne oa ket evit blejal « Chou 'ta ! » war ur yar, hogos bemdeiz [sic, bemdez] e ranke tec'hel kuit eus ar gêr da chaseal, da besketa, da glask ober un tamm frotañ d'ur goantenn bennak, pe da beurechuiñ ur pifad e ti ur mignon.
Ar furm-se ne oa dezhi dremm ebet c'hoazh he dije roet tu d'he anaout ; e hunvreoù Utterson zoken ne oa dremm ebet dezhi, pe neuze unan amsklaer a steuzie buan a-zirak e zaoulagad. Hag evel-se eo e tiwanas hag e kreskas buan e spered an noter ar c'hoant iskis, hogos diroll, da c'hallout sellout pizh ouzh tresoù ar gwir mr. Hyde.
D'an eur-se e vez hogos dizarempred straed Karneadou ha ne oa ket diaes dezhañ e lakaat e-barzh e garr.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
hogoster