huchal
huchet
huchal
-« Ul lizher-kelc’h, emezon-me, a-berzh ar ministr Traoù an Diabarzh, a zifenn ouzh ar veleien implijañ ar brezhoneg en o sarmonioù hag er c’hatekizoù. Daoust ha gouzañv a raimp hevelep dismegañs ? » -« Nann, nann, » a youc’has ar bobl en ur vouezh. « Hag ali oc’h holl da sevel hor mouezh, ha da nac’h sentidigezh ? » - « Ya, ya » a huchas ar bobl.
Da bemp bloaz mont a raen bemdeiz-Doue da di leanezed Priel, ha gwell [sic, "gwall"] abred e huche warnon Koko, peroked Fulup, ur c'hozh vartolod evel Biz Kamm, o chom e tu all an hent : « Alo 'ta, Jarlig, poent eo mont d'ar skol ! »
[...] daoust d'an noz, e chome bepred an dud da c'hortoz fin ar prosez ha da huchal "dieubit hor c'hamaladed".
Gervel a ris, huchal war ma den, redek dezhañ, tapout krog ennañ, hag e zegas d'al lec'h ma oa tud boet endeo en-dro d'ar plac'hig o krial.
Evit echuiñ e choazer ur ger-kuzh da grial pa 'vez poan, koulz hag ul lugan da huchal evit derc'hel penn.
Kroget en doa da huchal, o kinnig ma lazhañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
hucher