Al leurdi, e-lec’h douar-pri moustret, evel ma vez en tiez-annez hag en tiez-nevedoù peurliesañ, a oa ouzh hec’h ober klerennoù prenn kelenn kompezet ha lufret-skedus, hag i bet kenstoket ha kenklotet ker reizh ken na weled etrezo grem ebet, m’az tije touet n’edo oc’h ober al leurenn nemet ur pezh koad en e bezh.
Daoust d'an enebadennoù-se - hag i kreñv a-walc'h e gwirionez - e lavaromp-ni evelato emañ goulakadur Shepard e-touez ar re wellañ evit kaniennoù a zo.
Mont a rae a-wechoù war-ziskenn ar menez a-gleiz pe a-zehou, hag e weled neuze ur c’hrec’h digoad gant douar-gounid, prajoù pe barkeier, hag a-rez ar fjord, ur gêriadennig fentus gant tiez bihan a bep seurt liv, heñvel-mik ouzh c’hoarielloù Nedeleg, bodet e skeud un ilizig ken dister hag i, ha pelloc’h, war-bign un dorgenn c’hlas, traoù munut, ruz pe wenn, o fiñval goustadik, saout ha deñved ar barrez o peuriñ.
Doue hepken hag i a ouie rez-mat [sic, reizh-mat], rak netra ne glevemp, o vezañ ma veze ret dezho chom kalz re bell.
Dour a vere eus meur a lagad o sellout ouzh ar vartoloded-se, diarc’hen, o roched war var o bragoù, ur pikol goulou-koar en o dorn hag en o c’herc’henn ur pennad kordenn, evel torfedourien o kerzhout d’ar groug, hag i o kanañ, e galleg evel-just : Saint Yves, notre Père, Toi que nous implorons…
Daoust d’ar seizh vloaz ha daou ugent tremenet abaoe se, krediñ a ra din e-kerzh ma skrivan ar pennad-mañ, adgwelout ur bern bigi-dre-lien pe dre roeñvoù o skarañ lark-kaer war-du an Ernest Renan hag i leun a wragez hag a verc’hed yaouank eus Porzh Maria, Sant-Pêr, Porzh Haligenn ha me oar, ha d’o heul ar mammoù war evezh, o divjod spelc’het gant an avel-vor, o fenn a-dreñv ken ledan ha talbenn un dumporell hag holl o trailhañ ur brezhoneg ken garv ma n’intenten ket al lodenn vrasañ eus o c’homzoù…
Bale a ris eus an traoñ d'an nec'h war-lerc'h ur c'hozhiad, warnañ struj ha barv ur ribler tec'het evit ul lajad eus ar "maquis", hag a ziskouezas din gant aked an holl draoù, hag i dister a-wechoù, petra bennak ma komze diouto evel pa vije bet hini un teñzor dreistmeiz, ha d'ar c'houlz-se, va feiz, a-greiz-kalon e oan a-du gantañ.
Ma teu an dud da c'houzout ez eus unan o kastizañ ar floderion gemedel, tra m'o deus i lezet kabestr gante abaoe kement a vloavezhioù, e c'hellez kompren o deus aon na gouezhfe ar foeltr war o c'hokenn.