[1499, 1659, 1732, 1850, 1904, 1909, 1927] Buoc'h yaouank n'eo ket halet c'hoazh.
[1732] Ounnered, [1732] annoared. [1732] Kig ounner.
&
Trl.
[1732] Dalc'het he deus an ounnerb. [1732] Kefleue eo an ounner : Leun eo-hi, prest eo da halañ evit ar wech kentañ.
&
Trl.
[1732] Hemolc'h a ra an ounner : emañ-hi o c'houlenn an tarv.
[1732, 1850] Hemolc'het eo an ounner.
&
Trl. skeud.
Miret da ub. un annoar diwar e vuoc'h : delc'her droug, droukrañs ouzh ub.
HS. bioù, buoc'h, ejen, kole, leue, oc'hen, saout, tarv.
&
RANNYEZH
(db. an dud)
[1904] Pezh vil a zen, lañfre.
[1904] Man andour.
HS. kañfard.
Daveenn :
GON.II.HV
pg onner, ounner (Génisse, jeune vache, Corn.)
ounneri
ounnéri
1850
Daveenn :
GON.II
pg ounner, onner (Génisse, jeune vache, p.)
ounnered
ounnéred
1850
Daveenn :
GON.II
pg ounner, onner (Génisse, jeune vache, p.)
Tri dervezh bennak goude-se, Erwan ar Menn, eus ar Restigoù, a yeas da Goad Lioù da welet un "toull-bleiz", un toull-trap, en doa graet eno evit pakañ ur vamm vleizez ne ehane da gas ganti bemdez unan bennak eus e loened : dañvad, leue pe ounner.
Tri dervez bennag goude-ze, Hervoan ar Menn, euz ar Restigou, a ieaz da Goat-Liou da velet eun "toull-bleiz", eun toull-trap, en doa great eno evit paka eur vamm vleizez ne ehane da gas ganthi bemdez unan-bennag euz he loened : danvad, leue pe ounner.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.151
Poan a-walc’h am eus gant va saout, rak aze, sellit, emañ ar vuoc’h vrizh hag a zo laer evel an dour. Ouc’hpenn-se, kas a ra d’he heul va ounner Min-du, hag e tesk anezhi da vezañ ker gwazh hag hi.
Poan avoualac’h am beuz gand va zaout, rak a-ze, sellit, eman ar vioc’h vriz hag a zo laer evel an dour. Ouc’hpenn-ze, kas a ra d’he heul va ounner Min-du, hag e tesk anezhi da veza ker goaz hag hi.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.157
ma andour
men andour
1904
Daveenn :
DBFV
pg andour (mon vilain)
ounner
oúner
1909
Daveenn :
BROU
p404 (génisse)
Deut ez oa ganto o ounnered moumoun, o c’herniel livet e glas, o devoa-i savet hag a vane dalc’hmat en o c’hichen ouzh o heuliañ dre ma ’z aent.
Deut ez oa ganto o ounnered moumoun, o c’herniel livet e glas, o devoa-i savet hag a vane dalc’hmat en o c’hichen ouz o heulia dre ma ’z aent.
1923
Daveenn :
SKET
p.133
Gant pep bagad ez ae, en ounnered, kojened, ebeulien hag ein, al lodenn a zigouezhe dezhi a-ziwar pennoù nevez-vet eus chatal Manos.
Gant pep bagad ez ae, en ounnered, kojened, ebeulien hag ein, al lodenn a zigoueze d'ezi a-ziwar pennou nevez-vet eus chatal Manos.
1923
Daveenn :
SKET
p.87
An daouzek Erkuniad gant o rener o tec’hout diwar herr, ganto Ambia ha Kinge, ereet treid ha brec’hioù, e strad ar bilprennenn anezho, e-keit ha m’emañ an div ounner dilezet o leñvadenniñ.
An daouzek Erkuniad gand o rener o tec’hout diwar herr, ganto Ambia ha Kinge, ereet treid ha brec’hiou, e strad ar bilprennenn anezo, e-keit ha m’eman an diou ounner dilezet o lenvadenni.
1923
Daveenn :
SKET
p.134
ounneri
ounner
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg annouar (Génisse, Leon.)
annoar
annouér
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg annouar (Génisse, Van.)
annoared
annouared
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg annouar (Génisse, p.)
annoarezed
annouarezed
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg annouar (Génisse, p.)
annoar
annouar
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg annouar (Génisse, Treg.)
Notennoù studi
Diwar "annoer" e brezhoneg krenn a gaver er C'hatholicon (1499), e weler stummoù e-lec'h ma zo miret un diftongenn e brezhonegoù ar reter ("annoer", "annouar"), ha diouzh an tu all, er c'hornôg, eo eeuneet ar son en eil silabenn er c'hornôg ("onner", "innar").
==================================
Merzout a reer eo chomet an 'd' er stumm "man andour" (1904) ha pa ouzer e oa aet [d] da [n] e-kreiz ar gerioù e-tro ar Vvet kantved. Stummoù all gant un 'd' zo testeniekaet er C'hab (s.o. an ALBB) hag e gourenez Kraozon (s.o. an NALBB) c'hoazh.
Etimologiezh
Kbg anner diwar ur stumm koshoc'h adsavet evit ar proto-predeneg *annuīr.
Liammet e c'hallfe ar ger-mañ an hIwg "ainder" (plac'h en oad da zimeziñ) gant ur ster emdroet hervez ur patrom a gaver e latin. Tostaet eo bet ivez an termen ouzh an euskareg "andrere" (maouez, intron).