Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Den gopret na ra ket labour-dorn. Da beder eur hanter e serr an implijidi o burevioù.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Laouen e tle bezañ ul logodenn tapet ganti dre hir boanial tennañ e lost e-maez ar stign : heñvel dra a c’hoarias ganin an noz ma klevis un implijad o vannouzat : Les… voyageurs pour Lille, Verviers… Aix-La-Chapelle, Berlin, Varsovie, Moscou, en voituuuure !.

1955
Daveenn : VBRU p.28-29

Setu an abeg ma 'z eo tost da hanternoz pa lakomp hon treid war an douar, goude bezañ graet anaoudegezh gant implijidi hor c'hevredad, a oa eno evit pred : pemp e oant o tegouezhout, daoust ma ne oamp nemet pevar o kuitaat Bourdel : tri douarour (me en o zouez) hag ur menteour.

1985
Daveenn : DGBD p25

Pa vije an holl floderion gemedel da vezañ lazhet, ne chomje eus poblañs Bro-C'hres nemet implijidi ar gennadoù foran ha prevez, an dilabouridi hag an tiegezed.

2015
Daveenn : EHPEA p82

Kinniget e oa bet d'ar rummadoù sokial a lakae urzh an traoù en arvar mont da skolaer, da gelenner, da enklasker er skiantoù sokial, da edukatour, da labourer sokial, da vuhezour sokio-sevenadurel, da implijad en ur gevredigezh pe en un aozadur denegour.

2015
Daveenn : DISENT p153-154

Ofis publik ar brezhoneg