Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Obererezh implijout udb., tennañ splet anezhañ. An implij eus ar brezhoneg en diduamantoù. Setu amañ skouerioù eus implij ar ger e Leon. Implij a veze d'ar wialenn war klopenn ar ganerien vihan : skoet e veze war o fenn gant ar wialenn. 2. Trl. Kavout implij da udb. : kavout tu da dennañ splet anezhañ. Soñjal a raen e kavfen implij da soav al loened evit kaout gouloù. Ar gwellañ implij a c'hallfe kavout d'e eurioù dibrez. 3. Trl. Ober implij a, eus udb. : ober gantañ. Ober implij eus hor yezh. Bezañ pleustret war ar sonerezh ha graet implij a vinvioù dre c'hwezh pe dre gerdin. An divinourien a ra kalz implij eus gwial kelvez da ziskouez pelec'h ez eus aour hag arc'hant. & Ober gwall implij a, eus udb. : ober gantañ e-sell da noazout. Ar c'hargoù zo touellus ; ar re zo enno a vez douget da ober gwall implij anezho. 4. (db. an dud) Reiñ implij da ub. : reiñ labour dezhañ. II. G. (ls. -où) 1. Gwechad ober gant udb. e-sell da gaout un disoc'h bnk. Ne lavaras ket peseurt implij he doa graet gant he femp real. En un ti, n'eus ket hepken listri aour evit un implij enorus, met ivez reoù koad evit un implij disteroc'h. & Ober un implij mat a, eus udb. : tennañ splet anezhañ. C'hwi a c'hall ober un implij mat ag ho amzer. Ober un implij mat ag an avaloù. 2. Labour gopret. Kemer un implij bennak. HS. karg, labour.

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

implijoù

1732
Daveenn : GReg pg emploi (occupation, commission)

ober un implij vat eus an amzer

1732
Daveenn : GReg pg emploïer (bien le temps)

gwerzoù Virjila war ar maesaerien [sic], o implij, hag o amourousted

1732
Daveenn : GReg pg bucoliques (de Virigiles, ses six églogues, vers où il fait parler des Bergers)

kemeret un implij bennak

1732
Daveenn : GReg pg (s') emploïer (à quelque chose)

implij

1732
Daveenn : GReg pg consommation (dissipation qui se fait de vivres, &c.), emplétte, emploi (occupation, commission)

gwall implij

1732
Daveenn : GReg pg consommation (dissipation qui se fait de vivres, &c.)

reiñ implij, reiñ labour da ur re

1732
Daveenn : GReg pg emploïer (quelqu'un, lui donner de l'emploi)

neb a ioa araozomp en implij

1732
Daveenn : GReg pg (nos) devanciers (dans l'emploi)

implijoù

1732
Daveenn : GReg pg emplétte, emploi (occupation, commission)

graet eo va implij, va fren, genin

1732
Daveenn : GReg pg (j'ai fait mon) emplette

implij

1732
Daveenn : GReg pg emploi (occupation, commission)

implij

1850
Daveenn : GON.II.HV pg implich

implijoù an tredan

1931
Daveenn : VALL pg (les) application(s de l'électricité)

Diwezhatoc'h, pa 'm eus studiet, e komprenis implij an toull-se ; ur c'haran vengleuz e c'hallje bezañ bet, da gentañ ; en amzer ar roue Loeiz Pevarzek, an toull a oa bet talvezet da repu, da guzhiadenn, d'ar Bonedoù Ruz, kenseurted Bastian ar Balp, enklasket gant an Dragoned evit o c'has d'ar groug.

1944
Daveenn : EURW.1 p18

Mont a rejomp da sellout ouzh ar gwaskelloù, ouzh an ardivinkoù-da-lizherennañ, ne oa ket nemeur anezho c’hoazh en implij ; goude, da ober un dro e bag war ar vrec’h-vor.

1944
Daveenn : EURW.1 p.128

Disklêriañ a ran bezañ ez personel a-enep krenn implij an armoù e n'eus forzh peseurt degouezh.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 5

Marteze o deus desket a-benn bremañ an dud ober un implij dereatoc'h gant ar pezh a brenont.

1985
Daveenn : DGBD p39

Leveoù a bep seurt a c'hall bezañ kinniget d'an dud hag a c'hallfe mont a-enep urzh an traoù evel m'emaint : respedoù politikel gopret mat, plasoù miret e skipailhoù-kuzuliañ an dilennidi, implijoù e-barzh kevredigezhioù fur ha sentus rak skoazellet gant an arc'hant publik...

2015
Daveenn : DISENT p153

Goude 1968 e oa bet krouet un aridennad implijoù sternidi a-renk etre gant goproù izel pe mat a-walc'h met un "dalvoudegezh" ouzhpenn dezhe.

2015
Daveenn : DISENT p153

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial