Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. Ober gant udb. Implijout ur c'hreion evit skrivañ. Implijout a ra an tredanva nerzh an dour. HS. arverañ. 2. Reiñ labour gopret da ub. Pa vez implijet tud e vez dav goprañ anezho.

Skouerioù istorel : 
25
Kuzhat roll ar skouerioù

implijañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg emploier

implijañ

1732
Daveenn : GReg pg consommer (user, dissiper des denrées, des provisions nécessaires), emploier (faire usage)

implij

1732
Daveenn : GReg pg consommer (user, dissiper des denrées, des provisions nécessaires)

implijet

1732
Daveenn : GReg pg consommer (user, dissiper des denrées, des provisions nécessaires), emploier (faire usage)

implijañ ervat an amzer

1732
Daveenn : GReg pg emploïer (bien le temps)

implijout

1732
Daveenn : GReg pg emploier (faire usage)

implijiñ

1732
Daveenn : GReg pg emploier (faire usage)

implijiñ

1732
Daveenn : GReg pg emploier (faire usage)

implijañ ur re

1732
Daveenn : GReg pg emploïer (quelqu'un, lui donner de l'emploi)

implijañ e holl nerzh

1732
Daveenn : GReg pg force (Emploïer toutes ses forces.)

impligea e holl c'halloud

1732
Daveenn : GReg pg force (Emploïer toutes ses forces)

impliget e holl c'halloud.

1732
Daveenn : GReg pg force (Emploïer toutes ses forces, pp.)

implijañ

1909
Daveenn : BROU p. 389 (employer. Signifie surtout boire ou manger, et se dit particulièrement des malades)

n'hell implijañ netra

1909
Daveenn : BROU p. 389 (employer. Signifie surtout boire ou manger, et se dit particulièrement des malades)

implijañ louzeier

1909
Daveenn : BROU p. 389 (employer. Signifie surtout boire ou manger, et se dit particulièrement des malades)

— Ha kant skoed ho po ivez, mamm Izabel. Ar pezh a vano a vo implijet goude, hervez youl ha skrid ar c’habiten.

1925
Daveenn : BILZ2 p.176

Ha, keit ha ma oa bet gant ar Vran, Bilzig a gavas abeg, meur a wech, da implij e skiant a vartolod ha nerzh e galon.

1925
Daveenn : BILZ2 p.170

-« Ul lizher-kelc’h, emezon-me, a-berzh ar ministr Traoù an Diabarzh, a zifenn ouzh ar veleien implijañ ar brezhoneg en o sarmonioù hag er c’hatekizoù. Daoust ha gouzañv a raimp hevelep dismegañs ? » -« Nann, nann, » a youc’has ar bobl en ur vouezh. « Hag ali oc’h holl da sevel hor mouezh, ha da nac’h sentidigezh ? » - « Ya, ya » a huchas ar bobl.

1944
Daveenn : EURW.1 p.207

Ar gwellañ ma'z eus d'ober, eo implijout mat an devezh emeur o ren, setu holl.

1944
Daveenn : EURW.1 p.157

Hini pe hini anezho a oa dezhañ ivez teuler evezh ouzh ar piked ha klotañ a rae mat gant ar gartenn (pa veze bet ur barr-glav bras bennak e c'hoarveze a-wechoù e veze bet diframmet unan bennak gant kas an dour), me a veze da drede ha diouzhtu em c'hichen e veze ar mwana o tougen ar plankenn-labour a veze warnañ diouzh un tu ar c'harned da verkañ an evezhiadennoù, ha diouzh an tu all ar gartenn hag a verked warni natur an danvez a veze bet kavet, hervez pe hini oa, ec'h implijed kreionoù liv, e doare kaout diouzhtu ur gwel dre-vras.

1985
Daveenn : DGBD p71

Maz eo un emlazh ez eo, bezit sur ne implijimp ket an ditouroù a rooc'h deomp.

2015
Daveenn : EHPEA p42

N'eo ket abalamour d'an dra-se eo reizh implijout doareoù ha n'int ket ken feuls evel, da skouer, plantañ tan en tourterioù a vo implijet da sevel ur c'hamp-bac'h nevez.

2015
Daveenn : DISENT p66-67

Daoust ha gallout a reomp distruj ar c'harr-nij brezel az ay da vombezañ Afganistan, an tourter a vo implijet dizale da sevel ur c'hamp bac'h pe ur greizenn nukleel, ar banell-vruderezh a vila ar gweledva ganti, pa vefe-hi diouzh al lezenn pe ne vefe ket, ha kement zo… ?

2015
Daveenn : DISENT p65-66

Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...

2015
Daveenn : DISENT p58-59

Nac'h paeañ e dailhoù, gwiskañ arouezioù difennet, sevel ur gambr labour-douar evit ar stourmerien hag evel-se mont a-enep-krenn monopol kambroù al labour-douar, reiñ bod da dud dibaper -felladenn a genskoazell-, krouiñ ha skignañ ur moneiz er-maez lezenn, implijout sielloù melestradurel, nac'h bezañ harzet...

2015
Daveenn : DISENT p57

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial