intañvez
« En noz-mañ e kouskot en ostaleri Intañvez Berthou, plasenn an Dosenn. »
Gouzout a reomp, ni eo ar gerent tostañ ; evelato e oa dleet da hennezh kozh soñjal en e vignon, daoust dezhañ bezañ marv, ha mont ar c’hentañ da gas ar c’heloù d’an intañvez ha da reiñ kalon dezhi en he flanedenn griz.
En eneb d’an du-kañv-se, pa brene ur vaouez ar mouchouer bras gant pimpilhoù hir ha rodellet a dlee padout outi ha marteze ouzh he merc’h o buhez-pad, evel-just e tibabe al liv a gare, rak kavout a rae er stalioù n’eus forzh pere, an eil lintrusoc’h eget egile : mouchoueroù ruz-tan, glas-dour, gell damruz, glas-mor, liv al ludu, mouk, ha zoken gwenn-sin pe du adarre, evit an intañvezed hepken hag ar gwragez krog mat da vont war an oad.
Bez' oa c'hoazh o chom war Grec'h Eliez va mamm-you-gozh, Ivonañ, intañvez ar « Sapeur ».
Netra n’am boa da c’hortoz digant Soaz Sapeur na rae nemet bevañ-bevaik gant he fañsion intañvez, dek ha tri-ugent lur da bep tri miz : gwall nebeut a dra, neketa, en amzer-vremañ, hogen neb a c’helle mont da Landreger gant ugent real en e c’hodell a zeue d’ar gêr gant ur bannerad [sic, banerad] traoù a bep seurt, ha c’hoazh e chome moneiz en e yalc’h.
Petra bennak n’he divije biken kemend-all a leve ha nizez an Aotrou maer, ur vaouez a beadra e oa evelkent he mamm intañvez, perc’henn un ti kaer er vourc’h gant ur pikol berje en-dro dezhañ.
Ar re-mañ zo enebourien d'an holl stourmerien evel-just : perzh ar boliserien er gevredigezh a zo [eo] gwareziñ ar re greñv diouzh ar re wan hag ar re binvidik diouzh ar re baour da gentañ-penn, pell a-raok difenn an intañvezed hag an emzivaded !
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
intañvezañ