Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.
Petra bennak m'en doa troet Mojennoù Faedr hervez kiz e barrez, ne oant ket hervez kiz an dud desket-kaer; gant ar soñj d'o lakaat bravoc'h, e varellas anezho a dammoù galleg dastumet e kêr, traoù ken divalo ha ken iskis e brezhoneg ma'z int evel kozh peñselioù ruz pe c'hlas gwriet ouzh ur sae wenn gant ur c'hemener mezv-dall.
E "Comptes-Rendus de l'Ac. des Sc." an 3 a viz Gwengolo 1934, pp. 550-55., koulz hag el levr l'Atlantique, e lenner traoù iskis.
Ar garantez c'hlan-se, daoust hag iskis, a oa e dra-eñ, e deñzor-kuzh. Ha, dezhañ bevañ e kumuniezh, n'en doa ket d'he c'henlodañ gant den.
- Me a zo a gostez ar mor, emezañ : - Gouzout a raen mat e oac'h « Gallego » (kalaikiad). Du-hont eo iskis an dud. Ha n'int ket a-ouenn ganimp, war am eus klevet. Mousc'hoarzhin a reas ar breur Arturo. - N'on ket « Gallego ». Me zo Breizhad.
Un dra iskis eo e vez douget paotred ha maouezed an eil d'egile, ha, d'eben, pa zeu o oad.
Ar ouizieien o deus roet d'ar ouenn besked-se an anv Periophtalmus gabonicus, hag an anv iskis-se a zere mat ouzh pesked ken iskis.
"Iskisat istor, Poole ; un istor diboell eo va faotr", eme an Ao. Utterson en ur grignata e viz.
Ar furm-se ne oa dezhi dremm ebet c'hoazh he dije roet tu d'he anaout ; e hunvreoù Utterson zoken ne oa dremm ebet dezhi, pe neuze unan amsklaer a steuzie buan a-zirak e zaoulagad. Hag evel-se eo e tiwanas hag e kreskas buan e spered an noter ar c'hoant iskis, hogos diroll, da c'hallout sellout pizh ouzh tresoù ar gwir mr. Hyde.
Ha moarvat n'eus nikun iskisoc'h egetañ e-unan.
Ma c'himiad a ran ivez d'ar sekretourez a sell iskis ouzhin hag ober a ran sin da'm daou genseurt e c'hellomp mont kuit.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
iskisaat