Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Blotviled divgrogennek eus ar c'herentiad Ostreidae, debradus o bouedenn, desavet e parkadoù a-benn bezañ debret pe evit ar perlez hag an nakr a vez furmet en o diabarzh. Debriñ un dousenn istr. [1954] Ha goude d’he bro bezañ hini ar meskl hag an istr, ne ouie ket petra ’oa ar meuz a veze an deiz-se kement a skrap warnañ, rak evit doare n’eus ket ar seurt kregin war-dro Rochefort. & Had istr : larvenned istr. Istr Portugal : ar spesad Crassostrea angulata. & Ent strizh Ar spesad plat e anv Ostrea edulis, prizet-dreist ar c'hig anezhañ.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

ravanelliñ istr

1732
Daveenn : GReg pg draguer (des huitres)

dragañ istr

1732
Daveenn : GReg pg draguer (des huitres)

Istr Treger a zo bihan ha mat.

1850
Daveenn : GON.II pg histr (les huîtres de Tréguier sont petites et bonnes).

istr

1850
Daveenn : GON.II pg histr (huître, poisson de mer du genre des testacées), histren, istr

istr

1850
Daveenn : GON.II pg istr (voyez "histr").

istrenn

1850
Daveenn : GON.II pg histr (huître, poisson de mer du genre des testacées. histren, une seule huître), histren (voyez "histr").

Ul lein vat en devoa debret : istr, un alumenn-vioù, ur pesk (un doulboudenn), un tamm kig-leue poazhet en amann, hag, evit an diwez, un tamm gwastell ar Rouanez, jistr mat ha gwin Bourdel da evañ, ha kafe goude lein… N' oa ket figus an aotrou person !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)

Ha goude d’he bro bezañ hini ar meskl hag an istr, ne ouie ket petra ’oa ar meuz a veze an deiz-se kement a skrap warnañ, rak evit doare n’eus ket ar seurt kregin war-dro Rochefort.

1954
Daveenn : VAZA p.178

Ha pa c'heller heuliañ ar ganol disec'het, d'an dichal, e weler ar gwrizioù izelañ goloet a istr, war al lec'hid bigerniel dreinek a bep seurt, hag, amañ hag ahont, laboused sant Varzhin glas-skiltr, hag e chomer da sellout ouzh ar pesk sebezus-se a vale war an dour.

1985
Daveenn : DGBD p59

Ofis publik ar brezhoneg