Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. Lakaat udb. a-istribilh ouzh udb. all. Ar boser a istribilhas ar pemoc'h ouzh ur skeul. Istribilhañ un daolenn. HS. ispilhañ, skourrañ. II. V.g. (alies diwar c'hoap) Bezañ a-istribilh ouzh udb. Ur vuzhugenn oc'h istribilhañ diouzh un higenn. HS. ispilhañ.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

istribilhañ

1931
Daveenn : VALL pg appendre

Adstêrioù ar fiordoù, a-hend-all, a gouez enno alies dre lammoù-dour istribilhet meur a gant metr a-zioc'h ar fiord.

1943
Daveenn : TNKN p41

Kentañ tra 'voe graet, a voe tennañ ur poltred ; bez' em eus miret ul luc'hskeudenn, — dislivet siwazh gant an amzer, — eus ar baotredigoù-se bodet en-dro d'o mestr karet an aotrou Vallée, ha banniel gwenn erminiget Breizh o 'stribilhañ a-us d'o fenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p59

Esaet hor boa istribilhañ ur banniel triliv, gant u[n] herminig du brodet er gwenn anezhañ, ouzh ar prenestr [.]

1944
Daveenn : EURW.1 p.162

Ar besketaerien hag a vez o kampiñ eno n'int ket ken sellus-se, hag an darn vuiañ anezho n'o deus ket kemeret ar boan da sevel mogerennoù en-dro d'o zi : un nebeud truilhoù oc'h istribilhañ etre div geuneudenn, ur gaoued tul[l] evit en em ziwall ouzh flemmoù ar c'helien, ha setu ul lec'h da gousket !

1985
Daveenn : DGBD p87

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial