Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. B. (ls. -où) 1. Tra iskis, dibar, a laka da souezhañ. 2. Spontailh. 3. Impl. da stn. (dirak un ak.) Iskis, droch, lu. Gant an istrogell tra-se a-istribilh ouzhin. II. G. (ls. -ed) Den a lakaer iskis, direizh, lu e emzalc'h. Petore istrogelled eo ar re-mañ ? Biskoazh ne'm eus gwelet o seurt.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Lom ha Job pe Job ha Lom, evel ma karit, ne oant ket daou azen, pell ac’hano, mes daou istrogell eus ar re vrasañ, hag un istrogell gant un istrogell all, en em intent atav evit ober labour fall.

1944
Daveenn : ATST p.13

Piv na rafe ket goap ouzh istrogelled a c'houl evit o yezh ar pezh n'int ket gouest da reiñ dezhi ?

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 2

Daoust da varrad an istrogell-se e oa dudius-tre Cocobeach.

1985
Daveenn : DGBD p88

Disfiz o deus ouzh an istrogelled-se deuet da zirenkañ o zammig buhez plaen ha brav en ur blantañ reuz hag oc'h embann keloù fall a-bouez-penn...

2015
Daveenn : DISENT p34

Etimologiezh

Amprest diwar ar galleg "astrologue", c'hoarvezet warnañ ur vetatezenn doubl astrollog > istrellog > istrogell.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial