« Ha ne oa ur gelenn, pa'z ae e-biou deoc'h / Ar skiant hag ar spered, pa ne oac'h evit loc'h, / Pa n'ho poa mui a vlaz, pa ne glevac'h berad, / Oc'h sklêrijenn an deiz p'oa dall ho taoulagad, / Pa voa pep tra 'vidoc'h evel na vijent ket, / Pa oa ho karr, ho jev dre ar rollec'h chalet, / Pa oa an heol laouen aet diwar ho treuzoù, / Pa n'ho poa perzh er bed, na perzh en ho madoù, / Ha ne oa, lavarit, ha ne oa ur gentel / E tostae ar mare, an amzer da vervel ? »
» Ha ne voa eur gelenn, pa'z ea e-biou d'e hoc'h / » Ar skiant hag ar spered, pa ne voac'h evit loc'h, / » Pa n'ho poa mui a vlaz, pa ne glevac'h berad, / » Oc'h sklerijenn ann deiz p'oa dall ho taoulagad, / » Pa voa pep tra 'vid hoc'h evel na vijent ket, / » Pa voa ho kar, ho cheo dre ar rolec'h chalet, / » Pa voa ann heol laouen eat diwar ho treuzou, / » Pa n'ho poa perz er bed, na perz enn ho madou, / » Ha ne voa, lavarit, ha ne voa eur gentel / » E tostea ar mare, ann amzer da vervel ?