Termen a roer da glevet diwar souezh pe diwar un taol imor.
Jezuz ! Nag a chañs em boa bet en deiz-se !
&
Jezuz-Doue. Jezuz-Doue ! Pimpatrom e dad eo.
&
(war-lerc'h ur spizer)
Salver Jezuz !
[1924] Salver Jezuz ! Santez-Anna-Wened ! Piv ne vije ket bet spontet ?
HS. che, fidamdoustik, ga, gast.
— Jezuz ! Mari ! Jozep ! eme mamm ar Paotr-Ruz. Darbet eo bet dezhi semplañ pa he deus bet gwelet he faotr.
— Jezuz ! Mari ! Jozep ! eme mamm ar Pôtr-Ru. Darbet eo bet d’ei sempla pa he deus bet gwelet he fôtr.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 47, p.1124 (Miz Du 1924).
— Ya, ya, kasit anezhañ d’an ospital : bravoc’h e vo dezhañ eno, ha c’hwi ho po unan a nebeutoc’h da vagañ… Anez da se ?… Dour ho po da evañ, dour a zo er puñs. Bara ? a belec’h ? Salver Jezuz, a belec’h ?…
— Ya, ya, kasit anean d’an hospital : bravoc’h e vo d’ean eno, ha c’houi ho po unan a nebeutoc’h da vaga… Anez da ze ?… Dour ho po da eva, dour a zo er puns. Bara ? a belec’h ? Salver Jezuz, a belec’h ?…
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)
Pa [veze] brav ? Ac’han ! pa [veze] brav ?… Salver Jezuz binniget ! Al laboused aet da nij, ankouaet gourc’hemennoù ar vamm, ankouaet he urzhoù ; an heol, an traezh, ar mor, ar bagoù, ar c’hoarioù ha me oar pegement a draoù all a entize, a heskine o c’hoant.
Pa vije brao ? Ac’han ! pa vije brao ?… Salver Jezuz binniget ! Al laboused aet da nij, ankouaet gourc’hemennou ar vamm, ankouaet he urzou ; an heol, an trêz, ar mor, ar bagou, ar c’hoariou ha me oar pegement a draou all a entize, a heskine o c’hoant.
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)
Hag eñ da respont : Ho ! ho ! hooop !… N’oa ket gantañ peurechu e hopadenn, an hoper en e gichen. Salver Jezuz ! Santez-Anna-Wened ! Piv ne vije ket bet spontet ?
Hag hen da respont : Ho ! ho ! hooop !… N’oa ket gantan peurechu e hopadenn, an hoper en e gichen. Salver Jezuz ! Santez-Anna-Wened ! Piou ne vije ket bet spontet ?
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 41, p.947-948 (Mae 1924)
Gir da zen, bugale ! gir da zen !… Mestr al laeron hoc’h eus gwelet e Sant-Eflamm. Gir da zen, pe omp kollet. Mestr al laeron !… Muntrer bras al Lev-Draezh !… Salver Jezuz ’ta va Doue !…
Gir da zen, bugale ! gir da zen !… Mestr al laeron hoc’h eus gwelet e Sant-Efflam. Gir da zen, pe omp kollet. Mestr al laeron !… Muntrer bras al Leo-Drêz !… Salver Jezuz ’ta va Doue !…
1925
Daveenn :
BILZ2
p.129
Ho ! Jezuz ’ta va Doue ! Buan, buan ul louzaouer !…
Ho ! Jezuz ’ta va Doue ! Buan, buan eul louzaouer !…
1925
Daveenn :
BILZ2
p.119
— Ar Vran a zo kollet, mamm. — O Jezuz ’ta va Doue ! — Ya, en nozvezh an taol-amzer… An daou vartolod a zo beuzet.
— Ar Vran a zo kollet, mamm. — O Jezuz ’ta va Doue ! — Ya, en nozvez an tôl-amzer… An daou vartolod a zo beuet.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.176
« Chesus ["Chezuz"] ! emezañ, ur gwalleur a zo c’hoarvezet ! Lom a zo o veuziñ !… »
1944
Daveenn :
ATST
p.108
Deomp-ni, ma Jezuz, maerioù kaezh, / 'N em geitañ mat ne vo ket aes, / ' Touez kement all a lezennoù, / A urzhioù strizh, a gemennoù.
Deomp-ni, ma Jezuz, mêriou kêz, / 'N em geita mat ne vo ket êz, / 'Touez kement-all a lezennou, / A urziou striz, a gemennou.