Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

Jezuz

1499
Daveenn : LVBCA p104 (est nom de dieu)

« Ha me a gontragnez hep nep sperañs a saler da gombatiñ oute, hogen Jezuz-Krist pehini eo sperañs ha kurun ar re a stourm evitañ, hennezh am rekompañso hag em salero[. »]

1576
Daveenn : Cath p13

M. Petra eo 'n doktrin kristen ? D. An heni en deus bet desket deomp Jezuz Krist, pan veve war an douar, hag a zesk deomp an Iliz katolik, apostolik ha roman.

1622
Daveenn : Do. p6

Ouzh harz ar Groaz ma voe gloazet Doue hon Roue-ni, krusifiet, ez edoa [edo] e vamm estlammet ha hi e zivout hirvoudet. Pa welas-hi ar basion hag ar martir he mab gwirion, ez eas leal en he c'halon, bete hec'h ene, kleze don. Trist voe Mari, melkoniet, hag en he c'halon estonet, en ur soñjal pegen kalet Iezu gant poan e oa doaniet.

1622
Daveenn : Do. p59

JEZUZ a varno ar re vev hag ar re varv

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (IESVS iugera les) viuans (& les morts)

6. Ha den a ouife hep gouelañ / Kontempliñ an Itron-Varia, / O partisipañ er Basion / A JEZUS, he mab gwirion ?

1677
Daveenn : Do. p66

bez' hon eus resevet digant Jezuz Krist, eme sant Paol, ar c'hras a abostolaj, pehini ivez a ekzersomp en e anv sakr

1732
Daveenn : GReg pg apostolat

dre vilitoù Jezus K. ez omp graet bugale da Zoue; hon eus gwir war rouantelezh an eñv

1732
Daveenn : GReg pg adopter

gouel an anv a Jezuz

1732
Daveenn : GReg pg (la) fête (de la circoncision)

Kerkent ha ma lavar ar beleg ar c’homzoù kentañ-mañ eus an oferenn : "Introibo ad altare Dei", kant ha kant mouezh all a sav dudius ha kalonek war-zu an eñv en ur ganañ kantik an oferenn a ganed er mareoù-se : Ofromp da Zoue ar sakrifis, Ne zo netra a ger kaer priz Eget Jezuz krusifiet En oferenn reprezantet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.99

Ha gant ur vouezh kreñvoc’h e lâr : / O ma Jezuz ! O me ho kar ! / Lâret din ur gerig hepken, / Ha ma c’halon a vo laouen.”

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Ha pegen kuñv ivez a oa an aelig a [z]euas, eus perzh an Aotrou Doue, da gaout ar Werc’hez Vari, evit disklêriañ dezhi penaos e oa bet dibabet, e-touez an holl verc’hed yaouank all, evit bezañ mamm d’ar Mabig Jezuz…

1925
Daveenn : BILZ2 p.137

- Me ho salud, Mari, leun a c'hras, an Aotrou Doue 'zo ganeoc'h, binniget oc'h etre an holl wragez, ha binniget eo frouezh ho korf, Jezuz !

1949
Daveenn : SIZH p.63

Ma vo dizrouk o zreizh er bed, / A- holl-galon, breudeur bepred, / Ma ne vo mui na Gwenn na Glaz, / Drailh ruz ganto 'vel ki ha kazh, / Ma ne vo ken na droug na doan, / O ! ma Jezuz, C'hwi ar gwir Oan !

1960
Daveenn : PETO p84

Ma Jezuz, ganeoc'h-c'hwi plijet / E teuy ar barrad da devel, / Gant ar gaouad pa 'z omp hijet, / Heol ar peoc'h lakait da sevel.

1960
Daveenn : PETO p17

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial