Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pezh dilhad berr ha divilgin da wiskañ ar c'horf-bras hag a wisker dreist ar roched ha dindan ar chupenn. [1954] Stummañ a rae 'ta evel ma ouie ur bragoù, ur jiletenn hag ul levitenn [...]. 2. Dre ast. Stammenn ; chupenn c'hloan.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

jiletenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg jiléten (gilet, veste court).

jiletennoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg jiléten (gilet, veste court. Pl.)

Re hir eo ho jiletenn.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg jiléten (votre gilet est trop long).

Strizh e oa evidon, a-vec’h mar gallen prennañ « ibil » ar bragoù ; poan am boa o tennañ ma alan gant start ma oa ar jiletenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.102

Stummañ a rae 'ta evel ma ouie ur bragoù, ur jiletenn hag ul levitenn : a-wechoù e veze pikoloù evned ruz o tarnijal war ur vragezenn, ha chas melen o redek gedon a-hed ur vragezenn all, tanfoeltr van ne rae Yann ; bugale ar skol 'vat, ne lavaran ket.

1954
Daveenn : VAZA p.20-21

Deiz va fask kentañ, soñj am eus, kanfard ebet nemedon ne zeuas d'an iliz gant ur jiletenn wenn ha gant ur vrec'henn seiz ouzh e vrec'h dehou.

1954
Daveenn : VAZA p.27

Bragoù, jiletenn ha chupenn, hañv-goañv ne weled nemet mezher du penn-da-benn e-dro dezho, evel pa vijent holl, hag a-hed o buhez, o tougen kañv d’unan-bennak ; diouzh ar c’hiz e ranke bezañ al liv hag an danvez-se.

1954
Daveenn : VAZA p.30

Teir anezhe a zo gwisket gant jiletennoù gloan du rak glavenniñ a ra er-maez ha yen eo an amzer.

2015
Daveenn : EHPEA p11

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial