1. (db. an dud hag al loened)
A gamm eus ur c'hostez, a gamm un tamm.
Hennezh zo erru jilgamm.
&
Trl.
Kamm-jilgamm : kamm un tammig.
2. (db. an hentoù, ar stêrioù)
Zo plegennoù war an eil tu ha war egile a-hed e roud.
Sell pegen jilgamm eo ar wazh.
Daveenn :
BROU
p. 387 (boiteux; ce mot appartient au style familier, et est légèrement ironique)
Darn all, tort a bep tu, kamm, jilgamm, penngamm, a jale, a huanade, a glemme, a derme gwashoc’h-gwazh an eil eget egile, evit dispegañ diouzh yalc’h ar belerined un diner, ur gwennegig bennak marteze.
Darn all, tort a bep tu, kamm, jilgamm, pengamm, a jale, a huanade, a glemme, a derme gwasoc’h-gwaz an eil eget egile, evit dispega deus yalc’h ar belerined eun diner, eur gwennegig bennak marteze.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)