Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. (db. an dud pe al loened) Kamm diouzh an daou du. 2. (db. an traezoù) Zo krommet eus daou du. 3. (db. an hentoù, ar stêrioù, an torosennadur) E stumm plegoù, o vont war an eil tu hag egile a-bep-eil. Kamm-digamm eo ar banelloù eno ha strizh. Mont a raen dre straedoù kamm-digamm ma c'hêr gozh. Ha dre-holl, traoñiennoù kamm-digamm, ur bern stêrioù hiboudus ha kildroennus o redek drezo. HS. kammigellek, troidellek. II. Adv. Oc'h ober plegoù, o vont war an eil tu hag egile a-bep-eil. Ar gwenodennoù o tiskenn kamm-digamm dre-douez fustoù ruskek ar gwez mistr. HS. a-gammigelloù.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

bout kamm-digamm

1732
Daveenn : GReg pg (etre) boiteux (des deux côtez)

kamm-digamm

1850
Daveenn : GON.II pg kamm-digamm (Boiteux des deux jambes ou des deux côtés), gaol-gamm

Ne lavarin anv maouez ebet, rak merc’hed ar c’hêriadennoù am eus anvet a oa aet da Garreg-al-Louarn ar buanañ m’o doa gallet ; holl e oant aet di eus an hini vrasañ betek an hini vihanañ, an hini goshañ evel an hini yaouankañ, dre hent[-]bras, dre hent-karr, dre gwenodenn ha kammboulenn, dreist kleuzioir [sic, "kleuzioù"], a-dreuz gwarimier sec’h ha parkeier priellek, holl, holl, d’ar red, eeun gant o hent ar re a c’halle mont, kamm-digamm ar re all, pep hini hervez hirder ha nerzh he divesker.

1944
Daveenn : ATST p.80

An etrepeuliad kentañ, er c'hornôg d'ar chantele, e-lec'h ma stoke ouzh an nev gozh, a zo treset diouzh ar c'henstok kamm-digamm-se.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 23

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial