Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Taol itriket gant gwidre a-benn noazout da ub. C'hoari, ijinañ, kempenn, tennañ un dro-gamm da ub. Troioù-kamm Alanig al louarn. HS. tro-bleg. 2. Taol farsus, ijinet da dapout ub. genaouek. Piv eo al labourer-douar n'en deus ket deiz pe zeiz c'hoariet un dro-gamm bennak d'e vestr ? HS. bourd. 3. Pleg un hent, pennad kromm en un hent. HS. kammdro, korn-tro, tro-bleg, tro-gorn.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

tro-gamm

1909
Daveenn : BROU p. 433 (malice)

troioù-kamm

1909
Daveenn : BROU p. 433 (malice)

— « Da belec’h, bran du? Da belec’h? Diskenn war brank izelañ ar wezenn hag e klevi anezho o kontañ o zroioù[-]kamm. »

1944
Daveenn : ATST p.28

Unan ac'hanomp hon-daou a rankas lavarout d'egile, hegaset ma oa gant an ardoù-se, ne vije ket un dra fall c'hoari un dro-gamm da berc'henn ar c'hi.

1985
Daveenn : DGBD p195

Bet e oa Stelios o tiskouez anezhañ a vurev da vurev en ur c'hoarzhin ken-ha-ken. O klask gouzout e oa peseurt spered distrañset a c'helle c'hoari ur seurt tro-gamm dezhañ.

2015
Daveenn : EHPEA p127

Ne soner grik neuze en Ilias diwar dro-gamm "Marc'h-Koad Troia" da skouer

2016
Daveenn : ILIAS p. 6

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial