kamm
koat kamm
kamm
kamm
Kaer am boa treiñ ma selloù a bep tu, ne welen ket a baotred eus ma oad ; koulskoude, digouezhout a reas er vodadeg, a-raok he digoradur, daou zen yaouank hag a azezas sioul en ur c'horn ; n'o anavezen ket neuze, ha ne ris anaoudegezh ganto da vat nemet an deiz war-lerc'h e Plouyann : unan a oa bras ha taer, e zaoulagad difoupet, ur c'holier baro hir ha melen o kouezhañ betek e askre ; ur gwir denjentil a Vreizh-Uhel, Herri Thibault de la Guichardière e anv ; egile a oa ur paotr youstoc'h, gant un dremm rouzart, un tal frank hag uhel, daoulagad sklaer, kamm e oa : Francis Even, komis-noter e Landreger.
EIZHVET PENNAD Al loar he sklerijenn gamm
Mes Reun Nikod, kamm e vuskenn, a reas : — « A ! ouah ! »
Hemañ a c'hoarie un dra bennak gant e c'har, hag o vezañ ma'z oa ivez Jakez e anv badez, pa veze ezhomm d'ober un diforc'h etrezo o-daou, em c'herentiezh hag ivez er barrez a-bezh, e veze graet diouto Jakez Vras ha Jakez Vihan, hag aliesoc'h c'hoazh Biz Kamm ha Gargamm.
Ar peurliesañ, ne ouie ket ar sonerien e pe stumm diverrañ o amzer : hemañ a glaske ober yalc’h dre droc’hañ blev ha lemel barv, henhont a droe war ar vicher gere pe gemener, met an darn vuiañ, dreist-holl ar re goshañ, ne raent nemet morvitellat, pe chaokat ha butunat dibaouez en ur drailhañ kaojoù a bep sort, re gamm ha re dort, dic’horzailhet ganto kant ha mil gwech.
Gounezet en devoa e-keit-se medalenn ar Meksik ha div pe deir all ouzhpenn, hag, o vezañ ma voe bet gloazet ha gweet krenn biz meud e zorn kleiz gant un tenn e porzh-mor La Vera Cruz ne veze graet dioutañ e Priel nemet Biz Kamm...
Evit gwir n'ouzon ket hag-eñ e oa bet ar penn-kêr e soñj laerezh ac'hanon e gwirionez ; emichañs ne vije ket bet drouklaouen o c'hoari din un dro gamm.
Pe marteze ivez 'maon o kousket da vat peogwir eo erru korrig an hurlinkoù, kamm e veg ha luch e lagad, da goañzezañ ponner war ma feultrin.
Na pet talbenn kamm, na pet talbenn mogn pe didog !