Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.g. 1. Kammañ eus un tu, kammañ un tammig. Sell-eñ o jilgammañ. [1954] [...] met "rodeal", jilgammat war an daou du a rae ar paour kaezh, krennoc'h eget ur c'hornandon ha tort daonet war ar marc'had ; hervez ma lavarer dre amañ, aet e oa e gof en e gein. 2. Dre eilp., pemdez Mont kuit trumm a-benn-herr. Me am boa jilgammet. HS. galoupat, skarañ, skarzhañ.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

jilgammañ

1732
Daveenn : GReg pg (etre) boiteux (des deux côtez)

jilgammet

1732
Daveenn : GReg pg (etre) boiteux (des deux côtez)

Mont a rae a-hed an hent en ur jilgammat ; bep paz a rae, ez ae war he fenn, ar baourez kaezh, hag, anez he bazh, pell a yoa e vije kouezhet d’an douar.

1877
Daveenn : EKG.I. p.193

Kenavezo ar c’hentañ, a liviris da'm c’henvreudeur, ha me en hent, en ur jilgammat, a-zindan divaskell an Aotrou Doue ha va Ael mat.

1878
Daveenn : EKG.II p.22

chilgammañ

1909
Daveenn : BROU p. 388 (boiter; ce mot appartient au style familier, et est légèrement ironique)

chilgammañ

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXV

jilgammañ

1931
Daveenn : VALL pg boiter (d'un côté en tirant la jambe)

Ha me ha son ar c’hloc’h bihan e toull ar gloued, hag ur wreg oadet ha dont en ur jilgammañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.91

Tremen a rae Lom evit ur gwaz ken sioul, ken douget d'ar pedennoù hag ul leanez pilpave, met "rodeal", jilgammat war an daou du a rae ar paour kaezh, krennoc'h eget ur c'hornandon ha tort[-]daonet war ar marc'had ; hervez ma lavarer dre amañ, aet e oa e gof en e gein.

1954
Daveenn : VAZA p.28

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial