Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.g. 1. Mont, dilec'hiañ war an eil tu hag egile a-bep-eil. Mezv e oa peogwir e kammigelle war an hent. 2. Bezañ kamm-digamm e stumm, e roud. Kammigellañ a ra ar wenodenn. 3. Kammigellañ en-dro d'ub., d'udb. : punañ en-dro dezhañ.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Kenderc'hel a ra o zraonienn gant kanolioù donik a-walc'h o kammigellañ etre inizi diniver ar skjaergaard (pe liorzh skoselloù).

1943
Daveenn : TNKN p46

Ha mar plege an heol benniget da vezañ a-du gant ar wreg hag an ozhac’h yaouank, neuze ‘vat e teuen da grediñ en devoa an Aotrou Doue kaset gwareg-ar-glav e-maez e zoull e pell-pellañ an neñvoù, ha graet dezhi diskenn betek amañ da gaeraat muioc’h c’hoazh hon hentigoù ken mistr, o kammigellañ etre daou c’hleuz alaouret bennozh d’al lann ha d’ar balan, pe e lec’h all etre girzhier gant skav pe spern gwenn en o bleuñ.

1954
Daveenn : VAZA p.33

An "hent-bras" emaomp o vont drezañ a zo ur wenodennig strizh, o treiñ hag o kammigellat dre douez ar gwez.

1985
Daveenn : DGBD p34

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial