Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Lodenn gromm en un hent. Kammdroioù an hentoù bihan. & Trl. Ober ur gammdro : bezañ ul lodenn gromm ennañ. An hent a rae ur gammdro a-raok diskenn. 2. (db. an dud) Ober kammdroioù : heuliañ un hent kammigellek. Ober a rejont kammdroioù dre ar c'hanolioù etre an enezennoù. 3. Dre skeud. Tro-widre. Ober ur gammdro ur wech an amzer n'eo ket pec'hed. & Dont da vezañ pinvidik dre gammdroioù : gant doareoù n'int na brav nag onest. 4. Lodenn gromm en ur stêr. Ar wazh a red gant paot a gammdroioù.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

"kammdro" g. , liester "kammdroioù".

1923
Daveenn : SKET p.160, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Détour, zig-zag".

Heuliañ ar skraperien a reas war an holl gammdroioù a rejont dre ar c’hanolioù etre an enezennoù ; n’o lezas ket da rebellaat na bezañ nepred a-ziwar-wel dioutañ ; ne spontas ket rak ar saezhioù, an daredoù hag ar mein a stlapent outañ hag a gazarc’he a-bil en-dro dezhañ hag en e vag ; dre e skiant-veiz hag e zisaouzan e tiarbennas ar spioù hag ar stignoù a antelled outañ a-greiz raosklegoù ha broenegoù ar stêr, er c’hildroioù hag er strizhredennoù anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.134-135

kammdroioù

1931
Daveenn : VALL pg agissements (surtout en mauv. part)

kammdro

1931
Daveenn : VALL pg biais (moyen détourné)

kammdro

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXX

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial