Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. 1. (db. an dud) Birvilh, dizurzh. A-hed ar mintinvezh ez eus kabal ha fougas er porzh. Kabal a oa ganto. [1877] Hon tennoù a lakay mesk ha kabal en o zouez ; e-pad ma vezint oc’h esa gouzout eus a belec’h e kouezh glav plom warnezho, ni hor bezo amzer da gargañ ha da dennañ adarre. 2. Dre ast. Prez. Neuze e save kabal da vont en disglav. HS. arigrap, hast, mall. II. B. Tabut bras. Hiziv int diframmet gant ar c'habaloù. [1867] Digoret mat ar gabal.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

list ho kabal a-greñv

1732
Daveenn : GReg pg bouger (ne bougez pas, ni peu, ni beaucoup)

kabal

1732
Daveenn : GReg pg discorde (dissention), faction (action du soldat qui fait sentinelle)

kabaloù

1732
Daveenn : GReg pg faction (parti de seditieux)

Goude m'oe dispaket ar stal Ha digoret mat ar gabal, Eno neuze an div gevrenn En em beilhas peb eil ker koulz ha breutaerien.

1867
Daveenn : MGK p36

Skeiñ a rejomp-holl a-unan, ha lakaat a rejomp kemmesk, kabal ha skrap e touez ar republikaned.

1877
Daveenn : EKG.I. p.289

Neuze e savas kabal e-touez an archerien : dont a rejont holl er gambr ; furchañ a rejont kement kogn a yoa...

1877
Daveenn : EKG.I. p.14

Hon tennoù a lakay mesk ha kabal en o zouez ; e-pad ma vezint oc’h esa gouzout eus a belec’h e kouezh glav plom warnezho, ni hor bezo amzer da gargañ ha da dennañ adarre.

1877
Daveenn : EKG.I. p.163

kabal

1931
Daveenn : VALL pg agitation

Un abeg eo dit da veza trubuilhet / Rak re ouzh da seurt morse ne ziwaller ; / Ha ne vefes ket ivez e genwaller / O sevel gantañ kabal ha komplidi / Ouzh Nasion Frañs hag ouzh he dalc'hidi ?

1960
Daveenn : PETO p37

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial