Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Doare kador, dezhi kein, treid hag ur vrec'h a bep tu, a c'hall un den hepken azezañ enni. Azezañ en ur gador-vrec'h.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

kador-vrec'h

1732
Daveenn : GReg pg chaise (à bras, fauteüil)

kadorioù-vrec'h

1732
Daveenn : GReg pg chaise (à bras, fauteüil)

En e sal-debriñ, e oa renket a-hed ar voger c'hwec'h kador-vrec'h kizellet en doa gounezet er c'henstrivoù gwerzioù (Amañ ne vez ket roet arc'hant, mes kadorioù derv).

1944
Daveenn : EURW.1 p.127

Bez e oa, e kreiz an ti, e-kichen al lec'h ma vezen o labourat en deizioù-se, ur gambrig distan a yaed enni da gemer ar c'hafe : un daolig e-kreiz, peder c'hador-vrec'h don.

1985
Daveenn : DGBD p150

Kerkent ha ma welas an Ao.Utterson e lammas diwar e gador-vrec'h, e zaou zorn astennet davetañ d'e gevarc'hiñ.

2012
Daveenn : DJHMH p20

Azezet int keñver-ha-keñver e div gador-vrec'h izel o c'hein gant brenkoù koad.

2015
Daveenn : EHPEA p11

En e goazez emañ, sonn e gein, en ur gador-vrec'h, etre an daou gafedi, ha paret eo e zaoulagad war ar wazourion surentez a zo o wiriañ ar c'hartennoù lestrañ.

2016
Daveenn : BARDF p. 178

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial