Dezverkoù all

Stankter implij : 

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

ROUEZ. [1954] Azezenn uhel ma'z a roueed, uhelidi zo en o c'hoazez warni da-geñver lidoù zo, a dalvez da aroueziañ o galloud.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Gallet e vije bet 'ta kas d'ar Rusianed an holl draoù o devoa kement ezhomm diouto ; moarvat e vije bet chomet an Impalaer Nikolaz war e gador-veur ha biskoazh ne vije bet na kel nag anv eus Hitler ha Stalin.

1954
Daveenn : VAZA p.113, notenn 1

Paour kaezh Abd-el-Aziz ! er bloaz warlerc’h e kac’has e varc’h ouzh e garr ; trec’het e voe e soudarded gant e vreur Moulay-Hafid, hag eñ, diskaret a-ziwar ar bern torchennoù a dalve dezhañ da gador-veur, kollet gantañ karg ha galloud, a voe kaset da choukañ gant e berrokidi [berokidi], e daboulinoù hag e holl wragez, koant pe diforc’h, n’hor boa ket kavet pleg da welout nag a-bell nag a-dost.

1954
Daveenn : VAZA p.137-138

Ofis publik ar brezhoneg