I.
1. [1499, 1659, 1732, 1985] Tremen a gas d'ul lec'h kloz.
[1499] Antre.
[1659] Antre.
[1732] En antre eus an iliz. [1985] Ned eo tamm ebet avat, evel ma'z eo mor Brest, ul lennad dour kloz ha gwaskedet diouzh an avel peogwir e ra an antre seitek kilometr etre beg Pongara er Su, ha beg Santa Clara en Norzh.
&
Tr.
[1732] Antre ar porzh : kanol-vor
[1732] Kemeret voa e lestr en antre eus ar porzh.
&
[1732] Antre un ti : toull an nor hag al lec'h zo stag outañ e diabarzh an ti.
[1732] An antre eus an ti.
Prennañ dorioù an antre. Gortoz en antre.
HS. digor (anv-kadarn).
2. Dre ast.
[1732] Penn-kentañ, deroù udb.
[1732] An antre eus a un diviz.
II.
GWIR, ISTOR.
[1732] Taos paeet evit mont-tre en ur gêr.
[1732] Ar gwir a antre.
Daveenn :
GReg
pg entrée (Entrée, lieu par où l'on entre.)
an antre
1732
Daveenn :
GReg
pg entrée (Entrée, lieu par où l'on entre.)
an antre eus an ti
an antre eus an ty
1732
Daveenn :
GReg
pg entrée (L'entrée de la maison.)
An antreoù eus ar c'hêrioù a zo ordinal hudur.
An antrëou eus ar c'hærryou a so ordinal hudur.
1732
Daveenn :
GReg
pg entrée (Les entrées des Villes sont sales.)
ar gwir a antre
ar guïr a antre
1732
Daveenn :
GReg
pg entrée (impôts sur les marchandises qui entrent en une ville)
Kemeret voa e lestr en antre eus ar porzh.
Qemeret voa e lestr èn antre eus ar porz.
1732
Daveenn :
GReg
pg embouchure (Son vaissèau fut pris à l'embouchure du port.)
an antre eus a un diviz
an antré eus a un divis
1732
Daveenn :
GReg
pg exorde
antreoù
antrëou
1732
Daveenn :
GReg
pg entrée (Entrée, lieu par où l'on entre, p.)
An antreoù eus ar c'hêrioù a zo ordinal lous.
An antrëou eus ar c'hærryou a so ordinal lous.
1732
Daveenn :
GReg
pg entrée (Les entrées des Villes sont sales.)
en antre eus an iliz
en antre eus an Ilis
1732
Daveenn :
GReg
pg entrée (A l'entrée de l'Eglise.)
Ha da c’hoarzhin ivez ar re a oa e-barzh an antre hag ar re a oa en diavaez.
Ha da c’hoarzin ive ar re a oa e-barz an antre hag ar re a oa en diavêz.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)
Goût a rae d’ar marvor pe gant ar mareoù bras eus ar gourlen hag an daze, nerzh ar mare en-dro d’ar c’herreg pe en antre ar porzhioù.
Goût a rê d’ar marv-vor pe gant ar mareou bras eus ar gourlenn hag an daze, nerz ar mare en-dro d’ar c’herreg pe en antre ar porziou.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.169-170
Rust an amzer, gros ar mor, pa ranke ar Gwennili loveal en antre ar porzh, evit amprou ar paotr, e batron a fizie ennañ ar varrenn stur.
Rust an amzer, groz ar mor, pa ranke ar Gwennili loveal en antre ar porz, evit approu ar pôtr, e batron a fie ennan ar varrenn stur.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.107
[Pleg-mor ar Gabon] Ne deo tamm ebet avat, evel ma'z eo mor Brest, ul lennad dour kloz ha gwaskedet diouzh an avel peogwir e ra an antre seitek kilometr etre beg Pongara er Su, ha beg Santa Clara en Norzh.