Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
57
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.g. 1. [1499, 1576, 1622, 1659, 1677, 1732, 1944, 1985] Tremen eus an diavaez d'an diabarzh, mont e-barzh ul lec'h kloz pe a zo bevennet strizh. [1499] Antren. [1576] Pan oant antreet er prizon ez welsont ur sklaerder bras inestimabl peheni a sklaerise ar prizon hag ivez ez welsont an aelez ouzh ognamentañ he goulioù. [1622] D. Pa antrean en iliz e kemeran dour benniget ha goude-se e lavaran Pater noster, Ave Maria, hag an orezonoù all pere a onn. [1622] M. Peur e tleer e ober-eñ [sin ar groaz] ? D. Diouzh ar mintin pan saver, diouzh an noz pan aer da gousket, pan antreer en Iliz, goude kemeret dour benniget, pan komañser pediñ Doue, pan kemerer ar refeksion, e komañsamant hon euvroù, ha pan en em gaver en un dañjer bennak, aotramant seziet gant un aon pe ur spont. [1622] Sin ar C'hristen eo sin ar Groaz hag a zle da ober pa sev ha pan a da gousket, pan a er-maez a'n ti, pan antre en Iliz, pand eo kestion a zibriñ, nag a evañ, pan komañser pidiñ Doue hag en komañsamant hon holl euvroù, pan en em gaver en un nesesite bennak, dañjer pe temptasion. [1659] Antren adarre. [1677] M. Peur e renker e [sin ar groaz] ober ? D. Diouzh ar mintin pa saver, diouzh an noz pa ez eer da gousket, pa antreer en iliz, goude bezañ kemeret dour binniget, pa gomañser da bidiñ Doue, pa gemerer ar refeksion, e komañsamant hon euvroù, ha pa en em gever en un dañjer bennak, peotramant seziet / gant un aon pe ur spont bennak. [1677] D. Pa antrean en iliz, e kemeran dour binniget, ha goude-se e lavaran ar bater hag an ave maria, hag an orezonoù all pere a ouzon. [1732] Antren goustadik. [1732] Graet antren un dra bennak [1732] Graet da ur re antren. [1732] Lezel da antren. [1732] Lezet da antren. [1732] Ober antren un dra bennak. [1732] Ober da ur re antren. [1944] A-wechoù all, d'an hañv, ez aen gant Jozeb ma breur-mager, gant Fransoù Boudehen, gant Batist Chaovel, mab ar sakrist, gant Fransoù 'n Ansien ha gant Jañ Koulouarn, da c'haloupat betek Kenekamm ; plijadur hor boa oc'h antreal en ur c'haran a oa kleuzet eno dindan an dosenn hag a veze kontet traoù burzhudus diwar he fenn. [1985] Ar brezel bras e gwirionez ne grogas evidon, evel evit kalz a dud all nemet d'an 10 a viz mae 1940, pa voe roet urzh deomp da antren e Bro Velgia. 2. Trl. ANTREN EUS : dont en-dro eus. Da bet eur e oas antreet eus ar sinema ? 3. Difetis Mont don en udb. Lakaat ar c'heuz da antren e kalon ub. HS. treantiñ. 4. Dre skeud. [1732] Stagañ gant udb., boulc'hañ anezhañ. [1732] Antren en detailh a bep tra. [1732] Antren don. 5. Trl. skeud. Antren en Ankoù : bezañ e par ar marv.

Skouerioù istorel : 
28
Kuzhat roll ar skouerioù

antren

1499
Daveenn : LVBCA p24 (antrer)

20. Pan oant antreet er prizon ez welsont ur sklaerder bras inestimabl peheni a sklaerise ar prizon hag ivez ez welsont an aelez ouzh ognamentañ he goulioù.

1576
Daveenn : Cath p17

Sin ar C'hristen eo sin ar Groaz hag a zle da ober pa sev [sav] ha pan a da gousket, pan a er-maez a'n ti, pan antre en Iliz, pand eo kestion a zibriñ, nag a evañ, pan komañser pidiñ Doue hag en komañsamant hon holl euvroù, pan en em gaver en un nesesite bennak, dañjer pe temptasion : o kas an dorn dehoù d'an tal, en ur lavaret : In nomine Patris; goude d'ar c'hof, en ur lavaret : Et filii; ha goude d'ar skoaz kleiz, hag er fin en hini dehoù, en ur lavaret : Et Spiritu Sancti, Amen.

1622
Daveenn : Do. p56

M. Petra ivez a rit-hu pan it d'an oferenn ? D. Pa antrean en iliz e kemeran dour benniget ha goude-se e lavaran Pater noster, Ave Maria, hag an orezonoù all pere a onn.

1622
Daveenn : Do. p50

M. Peur e tleer e ober-eñ [sin ar groaz] ? D. Diouzh ar mintin pan saver, diouzh an noz pan aer da gousket, pan antreer en Iliz, goude kemeret dour benniget, pan komañser pediñ Doue, pan kemerer ar refeksion, e komañsamant hon euvroù, ha pan en em gaver en un dañjer bennak, aotramant seziet gant un aon pe ur spont.

1622
Daveenn : Do. p8

antren

1659
Daveenn : LDJM.1 pg entrer

antreet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg entrer

antren adarre

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rentrer

M. Petra a rit-hu pa it d'an oferenn ? D. Pa antrean en iliz, e kemeran dour binniget, ha goude-se e lavaran ar bater hag an ave maria, hag an orezonoù all pere a ouzon.

1677
Daveenn : Do. p51

M. Peur e renker e [sin ar groaz] ober ? D. Diouzh ar mintin pa saver, diouzh an noz pa ez eer da gousket, pa antreer en iliz, goude bezañ kemeret dour binniget, pa gomañser da bidiñ Doue, pa gemerer ar refeksion, e komañsamant hon euvroù, ha pa en em gever en un dañjer bennak, peotramant seziet / gant un aon pe ur spont bennak.

1677
Daveenn : Do. p9

antren don

1732
Daveenn : GReg pg entrer (Entrer, penetrer.)

antren

1732
Daveenn : GReg pg entrer

antren goustadik

1732
Daveenn : GReg pg entrer (Entrer tout doucement.)

ober da ur re antren

1732
Daveenn : GReg pg entrer (Faire entrer.)

lezel da antren

1732
Daveenn : GReg pg entrer (Laisser entrer.)

antren en detailh a bep tra

1732
Daveenn : GReg pg entrer (en un détail general)

ober antren un dra bennak

1732
Daveenn : GReg pg entrer (Faire entrer.)

graet da ur re antren

1732
Daveenn : GReg pg entrer (Faire entrer, pp.)

graet antren un dra bennak

1732
Daveenn : GReg pg entrer (Faire entrer, pp.)

lezet da antren

1732
Daveenn : GReg pg entrer (Laisser entrer, pp.)

It e-barzh, va den mat, antreit, Bilzig ne deuio ket d’ho lakaat er-maez : marv eo, ar paourkaezh, pell, pell amzer ’zo.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

A-raok antreal er sal, tennit ho potoù, moarvat n’ez an-me ket da skubañ war-lerc’h kanfarded eveldoc’h-hu.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1021 (Gouere-Eost 1924)

Pell, pell-amzer e oa abaoe m’en devoa graet ar paotr e zibab, abaoe m’en devoa faoutet gant e gontell biz-meud ur plac’hig yaouank ha sunet dezhi he gwad, abaoe m’en devoa hi dalc’het semplet entre e zivrec’h, abaoe end-eeun ma oa bet deut, hi hag he mamm, evit hen trugarekaat : he mouezhig he devoa sederaet e galon, he skeudenn a blac’hig kuñv a oa antreet en e eñvor.

1925
Daveenn : BILZ2 p.179

Antreal a ris en eil klas, kevrenn A, war al latin-yezhoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p49

A-wechoù all, d'an hañv, ez aen gant Jozeb ma breur-mager, gant Fransoù Boudehen, gant Batist Chaovel, mab ar sakrist, gant Fransoù 'n Ansien ha gant Jañ Koulouarn, da c'haloupat betek Kenekamm ; plijadur hor boa oc'h antreal en ur c'haran a oa kleuzet eno dindan an dosenn hag a veze kontet traoù burzhudus diwar he fenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

Antreal a rejomp en un ostaleri a anavezemp evit bezañ « diskenn ar c'hourier » a rae, a-raok ma oa treniou, servij ar veajourien hag ar varc'hadourezh etre Keraez ha Gwengamp.

1944
Daveenn : EURW.1 p37

Job ha Lom a antreas en ti, goustad, evel ma vijent bet glac’haret-kenañ.

1944
Daveenn : ATST p.29

Ar brezel bras e gwirionez ne grogas evidon, evel evit kalz a dud all nemet d'an 10 a viz mae 1940, pa voe roet urzh deomp da antren e Bro Velgia.

1985
Daveenn : DGBD p6

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial