Kaeraet eo ar murioù anezhañ en diavaez gant skeudennoù brezelourien, leñverezed, sonerien, kirri, loened-stern, kizellet er maen ha damzistag dioutañ, ma leverer e teu ar skeudennoù-se, da vareoù zo eus ar bloaz, pa gouezh sklêrijenn al loargann en he brasañ war an ti-kañv, da enaouiñ ha d'en em beurzistagañ diouzh ar maen.
kaeraat
Da gaeraat he c'hened, an abardaez-se, n'he doa Palmira netra nemet teir jenoflenn ruz war he c'halon.
Ha mar plege an heol benniget da vezañ a-du gant ar wreg hag an ozhac’h yaouank, neuze ‘vat e teuen da grediñ en devoa an Aotrou Doue kaset gwareg-ar-glav e-maez e zoull e pell-pellañ an neñvoù, ha graet dezhi diskenn betek amañ da gaeraat muioc’h c’hoazh hon hentigoù ken mistr, o kammigellañ etre daou c’hleuz alaouret bennozh d’al lann ha d’ar balan, pe e lec’h all etre girzhier gant skav pe spern gwenn en o bleuñ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kaeradenn