C’hwi, paotred yaouank an amzer zo bremañ, hoc’h eus kement a skiant war ho meno abalamour m’eo touz ho penn, abalamour ma ouzoc’h lavaret "ya" ha "nann" e galleg, abalamour ma ouzoc’h mont aliesoc’h d’ar c’hafeoù eget da gofez, daoust ha c’hwi ho pije graet gwell eget na rae an dud yaouank eus va amzer-me, ne ouient, an darvuiañ, na skrivañ na lenn ?
« Pinvidik, a lavaran-me. Paour-razh on, paour-razh Lom. An hanter kant lur-se n’int ket din. Roet int bet din, er beure-mañ, evit mont d’ar bourk, da baeañ, e ti ar Saliou, ar sukr, ar c’hafe, ar chikore o deus prenet ar merc’hed e-pad ar miz diwezhañ. »
Diskenn a rejont e ti Ar C’hariou. E-leizh an ti a oa a dud : merc’hed deuet da brenañ sukr, holen, kafe pe un dra bennak all, hag ar baotred da evañ o lod-ar-pardon ha d’ober o sizhunvezhiad a vutun karot.
[H]ag an hini kreñv er c'hafe, hini kreñv adarre, « da riñsañ ar werenn », ha goude holl, pa oa 'n em dennet ar merc'hed da bourmen d'al liorzh, pe aet d'ar gousperoù, boutailhadoù sistr stouvet war an daol, ur jeu c'hartoù pe zaou, ha lonkañ betek koan, hep sevel nemet evit mont da adreiñ d'an douar ar pezh a vad a oa bet digantañ.
Ar c'hafe glas a vez lakaet er c'hoñvers dre sac'hadoù o pouezañ tri-ugent kilo (c'hwec'h-ugent lur).
Me 'gav mat ul lomm kafe
Kreñvoc'h eget an "arabica" ez eo ar "robusta" ha klask a vez warnañ dre se evit ober kafe-poultr
Hag e gwirionez ez eo a bell 'zo techet ar Vretoned da vezañ taer war ar c'hafe
hag alies e lakaent o grekad kafe e korn an oaled pe war gorn ar fornigell evit ma vije tomm an evaj pa zeufe c'hoant evañ kafe
Ha ma rankas buan an dud tremen eus ar "c'hafe-kafe" d'ar "c'hafe-heiz", ne veze ket ken diaes-se kaout te e-pad ar brezel e Goueled Breizh.
Ur bannac'h kafe ho po ?
E-pad m'emeur gant ar c'hafe e tegouezh al lestr er Verdon, hag eno emañ atav p'emañ poent mont da gousket.
Ne oa ket marteze ken flamm an oabl hag an hini a veze a-us da Vreizh d'ar mare ma kuitais ar vro, ha tennañ a rae kentoc'h d'ar mouk eget d'ar glas, moarvat ivez e vez un tammig morennet an dremwel, plijus e oa koulskoude ; hag e-giz ma 'm eus c'hoazh amzer vak, em bez tu da ober tro pe dro da ober anaoudegezh gant gwez ha plant a huñvreer enno en hor bro : kafe ha kakao, orañjez ha sitroñs, ananaz ha gwez-bara, hep kontañ re all ha n'am boa ket zoken klevet anv anezho a-barzh neuze : mangez hag avoka, korosol ha papay...
Mont a ra Koula d'he burev tra ma tremenan-me dre ar c'hafedi da evañ ma banne kafe.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kafea