Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Adv. hag ar. I. Adv. [1499, 1659, 1732, 1850, 1867, 1927, 1944] E-kerzh an deiz zo diouzhtu goude an hini a reer anv anezhañ, d'an deiz-se end-eeun. [1499] Tronoz. [1659] An tronoz. [1732] An tronoz. [1732] Tronoz [1732] Gortoz bede antronoz. [1732] Gortozet bede antronoz. [1850] Antronoz. [1850] Tronoz. [1850] D'ar Sul ez eas kuit hag antronoz e tistroas. [1867] Antronoz e kavas dezho o dijuniñ, / Antronoz ha goude, miret a reas outo / Nad ajent da zeskiñ o skiant d'ar re varv. [1927] Antronoz. [1944] Antronoz, piv 'oa pinous e-barzh ar porzh-c'hoari, nemet Aogust ar Roc'h ha Frañsoù Jafrenoù, deuet adarre d'o c'haoued... & Tr. adv. [1877, 1924, 1898, 1985] Antronoz vintin, antronoz veure, antronoz d'abardaez. [1877] Antronoz vintin, pa’z eas Klaodina da gas dezhañ e damm boued, her c’havas atav war e zaoulin, e zaoulagad ruz-glaou hag e zremm dilavet. [1898] Nemet da antronoz vintin, / E tro an treo[ù] war an tu-gin [1924] [...] hag, antronoz vintin, n’he dije ket Izabel pignet ar c’hra, gant he boutegad meskl, ma vije Bilzig hag an daou all oc’h heul kanfarted ar bourk. [1985] Antronoz vintin pa zihunan emaomp war ar mor bras. & [2015] Eil antronoz : daou zevezh war-lerc'h. [2015] Un deiz ez eo ar c'hweluniadoù. An deiz war-lerc'h ur strollad politikel bennak. An eil antronoz, ar re oc'h engroeziñ evit kunujenniñ ar gannaded. & Tr. Antronoz hag an eil antronoz : antronoz hag an devezh war-lerc'h. & Antronoz all, [1732] antronoz warc'hoazh, [1931] antronoz arc'hoazh : an deiz goude warc'hoazh. [1732] Antronoz warc'hoazh. [1931] Antronoz arc'hoazh. Na hiziv na warc'hoazh, nag antronoz, nag antronoz all. & A-benn antronoz : antronoz. Arboellañ pa garer / 'Benn antronoz e kaver. II. Ar. [1850] An deiz war-lerc'h. [1850] Antronoz ar gouelioù e vez c'hoazh mezv. [1923] Antronoz skrapadeg ar saout gant Erkuniz [1944] [A]ntronoz pardon Lokmikael-an-Traezh.

Skouerioù istorel : 
28
Kuzhat roll ar skouerioù

tronoz

1499
Daveenn : LVBCA p199 (apres demain)

antronoz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg antronos

an tronoz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (le) lendemain

gortozet bede antronoz

1732
Daveenn : GReg pg demain (Differer à demain, au lendemain, pp.)

gortoz bede antronoz

1732
Daveenn : GReg pg demain (Differer à demain, au lendemain.)

an tronoz

1732
Daveenn : GReg pg anuit (le lendemain, le tour de la nuit étant fait)

tronoz

1732
Daveenn : GReg pg anuit (le lendemain, le tour de la nuit étant fait)

antronoz warc'hoazh

1732
Daveenn : GReg pg après (Après demain.)

gortoet bede antronoz

1732
Daveenn : GReg pg demain (Differer à demain, au lendemain, pp.)

antronoz

1850
Daveenn : GON.II pg añtrônôz (Lendemain, le lendemain).

D'ar Sul ez eas kuit hag antronoz e tistroas.

1850
Daveenn : GON.II pg añtrônôz

antronoz

1850
Daveenn : GON.II pg trônôz (Lendemain, le lendemain.)

antronoz

1850
Daveenn : GON.II pg trônôz (le lendemain)

Antronoz ar gouelioù e vez c'hoazh mezv.

1850
Daveenn : GON.II pg trônôz (Le lendemain des fêtes, il est encore ivre.)

Antronoz e kavas dezho o dijuniñ, / Antronoz ha goude, miret a reas outo / Nad ajent da zeskiñ o skiant d'ar re varv.

1867
Daveenn : MGK p81

Antronoz vintin, pa’z eas Klaodina da gas dezhañ e damm boued, her c’havas atav war e zaoulin, e zaoulagad ruz-glaou hag e zremm dilavet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.48-49

— Setu me barnet d’ar marv. E galon a rannas, me 'gred, rak antronoz e rentas e ene d’e Grouer, goude bezañ chomet start en e feiz hag en e relijion.

1877
Daveenn : EKG.I. p.10

Nemet da antronoz vintin, / E tro an treo[ù] war an tu-gin : / Chetu Fluteg krenn difunet, / O Yudal ‘vel un den daonet : / “Janed, Janedig, ma fried, / Ma sikouret, mar em c’haret !" /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Antronoz skrapadeg ar saout gant Erkuniz, an div vaouez yaouank, a zo bet anv anezho, a oa aet, kerkent hag an deiz, dre greiz ar gwez haleg, war glann ar stêr, d’en em walc’hiñ ha da c’houronkediñ.

1923
Daveenn : SKET p.133

Met gourdrouz ha gourc’hemenn a dreuz buan penn ur paotr na nav na dek vloaz, hag, antronoz vintin, n’he dije ket Izabel pignet ar c’hra, gant he boutegad meskl, ma vije Bilzig hag an daou all oc’h heul kanfarted ar bourk.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.841 (Miz C'hwevrer 1924)

Antronoz hag eñ war glann ar mor beureoc’h eget m’oa boas.

1924
Daveenn : SKET.II p.22

antronoz

1927
Daveenn : GERI.Ern pg antronoz (Lendemain.)

antronoz arc'hoazh

1931
Daveenn : VALL pg après (après-demain)

Koulskoude, Aotrou Person kanton Lannuon a fellas dezhañ kinnig ur "friko" bras dimp en e brespital, antronoz pardon Lokmikael-an-Traezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.161

Antronoz, piv 'oa pinous e-barzh ar porzh-c'hoari, nemet Aogust ar Roc'h ha Frañsoù Jafrenoù, deuet adarre d'o c'haoued...

1944
Daveenn : EURW.1 p39

Antronoz, beure-mat, war sav da vont en hent.

1944
Daveenn : EURW.1 p.129

Antronoz vintin pa zihunan emaomp war ar mor bras.

1985
Daveenn : DGBD p10

Un deiz ez eo ar c'hweluniadoù. An deiz war-lerc'h ur strollad politikel bennak. An eil antronoz, ar re oc'h engroeziñ evit kunujenniñ ar gannaded. Ar peurliesañ, ne ouzomp-ni ket ivez. Mont a reomp, en em bostañ ha gortoz penaos e troy.

2015
Daveenn : EHPEA p32

Notennoù studi

Da gentañ e weler an termen implijet evel un anv-kadarn "tronoz" evit ober anv eus devezh war-lerc'h an hini emeur. Deuet eo da vezañ un droienn sonnet en XVIIIvet pe en XIXvet kantved.

Etimologiezh

Termen gramatikalizet diwar an anv-kadarn hag e c'her-mell "an tronoz" a dalveze an deiz war-lerc'h, goude an noz, e-tro an noz.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial