V.k.e.
1. Reiñ stumm d'un tamm koad dre e grennañ gant ur gontell.
Kalfichat un tamm koad. Edo ar paotr o kalfichat ur c'holvazh.
DHS. bouc'halañ.
2. Moc'hañ ul labour war goad.
3. Trl. skeud.
Kalfichat un ibil re voan : abuziñ an amzer gant bitrakoù.
4. Kas an amzer oc'h ober (udb.).
Ar skrivagnerien-se a chom da galfichat kontadennoù.
DHS. c'hoariellat.
Goude pred e tiskouezas Frañsez Vallée din e liorzh kaer ha frank, a oa er penn d'an traoñ anezhañ ul labourdi bihan leun a vinvioù da fichañ ha da galvichat.
Goude pred, e tiskouezas Frañsez Vallée d'in e liorz kaer ha frank, a oa er penn d'an traoñ anezañ eul labourdi bihan leun a vinviou da ficha ha da galviziat.