Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
6
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. Ober kilvizerezh. Lod a skoe war an tomm, lod a galvezie. An tad a galvezie kalonek evit gounit bara d'e familh. II. V.k.e. (db. ar c'hoad) 1. Reiñ stumm (d'udb.) en ur ober ul labour a gilvizerezh. Kalveziat ar genn. Kalveziat ar c'hoad. 2. Dre ast. Reiñ stumm da (udb.). Kalveziat e damm butun-karot.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

kalveziat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg caluezat

kalviziat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg charpenter

kilviziet

1732
Daveenn : GReg pg charpenter

kalviziat

1732
Daveenn : GReg pg charpenter

kalviziet

1732
Daveenn : GReg pg charpenter

kilviziat

1732
Daveenn : GReg pg charpenter

kalveat

1732
Daveenn : GReg pg charpenter

kalveet

1732
Daveenn : GReg pg charpenter

kilviziet

1850
Daveenn : GON.II pg kilvizia (Charpenter. Équarrir des pièces de bois. Travailler à l'état de charpentier. Part.)

kalveiñ

1850
Daveenn : GON.II pg kalvéein

kalveet

1850
Daveenn : GON.II pg kalvéein (Charpenter. Équarrir des pièces de bois. Travailler en charpente. Part.)

kalviziañ

1850
Daveenn : GON.II pg kalvizia (Voyez "kilvizia").

kilviziañ

1850
Daveenn : GON.II pg kilvizia (Charpenter. Équarrir des pièces de bois. Travailler à l'état de charpentier).

kilviziañ

1850
Daveenn : GON.II pg kalvéein, kalvizia

kalveat

1850
Daveenn : GON.II pg kalvéein (Charpenter. Équarrir des pièces de bois. Travailler en charpente).

kilviziañ

1850
Daveenn : GON.II pg kalvéein

Un nebeud amzer bemdez a dremen o kilviziañ.

1850
Daveenn : GON.II pg kilvizia (Il passe tous les jours un peu de temps à charpenter).

Kriz eo mervel e kogn ur park, e kreiz ar vouilhenn pe war an erc’h, ur vouled er penn, ur vrec’h torret, an divesker bruzunet, ar c’horf kilviziet a daolioù kleze pe a daolioù baionetez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.295-296

O vezañ e c’hoarveze eus ar bagad seizh mil a diadoù yaouank, tad, mamm hag ur bugel nevez-vet da bep-hini, ne rejod ket a diez bras kilviziet-start, ezhomm d’o sevel pilprennoù mentek, amzer, labour ha strivadoù a-leizh.

1923
Daveenn : SKET p.96

Krouadur illur Kênos eo a zeskas Morimanos, Katumanos, Togodumnos, Anavogenos, Selgova, Selvanos, Veriugodumnos, Tigernomagalos hag an daou vab anezhañ, da gleuzañ bigi ha mordeiñ, frammañ tiez, kilviziañ kirri, damesaat loened gouez, plediñ war-dro chatal, diorren gwenan, stummañ ruskennoù, oberiañ binvioù sonerezh, klavioù-emgann, klavioù-hemolc’h, arouezintioù-brezel ha skoedoù, teuziñ ha labourat aour, kouevr hag arem.

1923
Daveenn : SKET p.58

Eeunet e voe gant Brigia diwar-benn ober ar soc’h ha Tritios e alias war gilviziañ, kuñvaat ha frammañ al lazh, ar paler hag ar yev.

1924
Daveenn : SKET.II p.23

Ur c’harzh a beulioù kilviziet-mat ha kuñvaet, keitet ha livet e melen, ruz, gwenn ha gwer a-bep-eil, a rae tro an ti.

1924
Daveenn : SKET.II p.38

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II eo ar ger "kalvéein" eus Bro-Wened.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial