Pellgargañ ar gerioù kar kalverezh Kalvez kalvezaj kalveziat louzaouenn-ar-c'halvez
kalvez
Ul lanchore [lañchore] bras-divent anezhañ, pe gentoc’h ur pikol jelgennad kig ha lard, kerzhout a rae en ur stumm iskis-tre, evel pa vije bet steket [sic, stoket] gant peg kalvez e izili ouzh e gorf, ha dalc’hmat war var digaotañ, da bep kammed a rae.
Leuskel a raen an dud da zrailhañ traoù a bep seurt e[n]-dro din : "Kalvez, kereour, liver, sakrist ? Kit da vale ! a lavaren ouzhin va-unan, ken buan all e vefen troc'her-moc'h !"
[ [...] rak spi hor boa da sevel betek Montreal pe Gebek.] Allas, rankout a rejomp tremen gant Sidney [sic, Sydney], en enezenn Kap a Vreizh, e beg-begig ar vro, ur gêriadenn divalo-tre gant tiez bihan bihan koad ha pri ha bez’ e oa c’hoazh bagadoù micherourien, masonerien [sic, mañsonerien], kilvizien hag all, o poanial e pep lec’h e[n]-dro dezhi.
Pesketaerien eo an darn vrasañ anezho, met darn eus ar wazed a zo ivez micherourien : heskennerien ha kilvizien dreist-holl.
Stok ouzh hon ti, met a-rezad an douar, diouzh tu kêr, ez eus un ti all giz ar vro -met an ti-se ne oa ket el lodenn bet feurmet deomp-, en ti-se ez eus ur familh o chom, an tad, hag a ra ar vicher galvez, a zo ur mpongwe eus ar vro, met dimezet e oa gant ur plac'h a ouenn itsogo, tri bugel o deus, teir flac'hig.
Evel ar gilvizien da Sul a vez e Kembre o kenstrivañ da c'houzout piv a raio, diwar skourroù diven troc'het er c'harzhioù merzheriet gant an avel, ar bravañ kador-vrec'h, ur gador ne c'hellor na dezougen, nag azezañ e-barzh, met kement-se ne vern
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
Kalvez