Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

adv. ha rag. am. A. Adv. [1931] Termen a dalvez da furm zic'hour er reizhiad adverboù "ma-unan", "da-unan", h.a. [1931] En em zesket an-unan. Bezañ, chom an-unan penn. En em walc'hiñ an-unan. Kentoc'h mervel an-unan eget kas ar re all d'ar marv. An techoù fall an-unan. Sevel ar vugale an-unan : pep hini eus ar vugale zo dezhañ e-unan. Ne weler ket ar sioù an-unan : ne wel ket pep hini e sioù e-unan. • Pep hini evit an-unan : pep hini evitañ e-unan. B. Rag. am. 1. An den, pep den. Ne vez ket an-unan sur eus e vuhez. & Mad an-unan : mad pep den. 2. [1931] Unan bennak dre vras, hep resisaaat, prl. evel skouer an denelezh. [1931] Danevell vuhez an-unan. Bevañ diouzh danvez an-unan. & [1931] Barn ar re all diouzh an-unan : pep hini dioutañ e-unan. & Lakaat da dalvezout labour ar re all evel hini an-unan : labour pep hini evel e hini e-unan. & [1931] Karantez an-unan : ar garantez en deus pep hini outañ e-unan. & An anaoudegezh an-unan : anaoudegezh en deus pep hini anezhañ e-unan.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

barn ar re all diouzh an-unan

1931
Daveenn : VALL pg aune

danevell vuhez an-unan

1931
Daveenn : VALL pg autobiographie

en em zesket an-unan

1931
Daveenn : VALL pg autodidacte

karantez an-unan

1931
Daveenn : VALL pg amour-propre

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial