Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
11
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kelc'h koad pe vetal a ya d'ober kant ur rod. Kammed ar rod. O c'hammedoù, hag o bendelloù a oa teuzet-holl. & Kammed-karr : kammed ur rod-karr. & Trl. skeud. Bezañ evel ur gammed-karr : bezañ gourvezet gant an treid hag ar penn uheloc'h eget ar revr. Hemañ a vez evel ur gammed-karr en e wele. 2. Unan eus ar pezhioù kromm a ya d'ober kant ur rod pa vezont kenstrollet. Koad evlec'h zo dreist evit ober kammedoù ur rod karr. 3. SAVOUR. Pezh prenn kromm a ya d'ober ul lodenn eus ar c'houbloù-kamm. Kammedoù ar c'houbloù.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

kammed ar rod

1499
Daveenn : LVBCA p23, 107, 177 (cant [jante] de roue)

kammejoù

1699
Daveenn : Har. pg kammed (jantes de roüe)

kammedoù

1850
Daveenn : GON.II pg kammed (Jante, pièce de bois courbe, qui fait une partie du cercle de la roue d'une charrette, d'un carosse, etc. Pl.)

Ur gammed nevez a lakaot d'ar rod-mañ.

1850
Daveenn : GON.II pg kammed (Vous mettrez une jante neuve à cette roue).

kammed

1850
Daveenn : GON.II pg kammed (Jante, pièce de bois courbe, qui fait une partie du cercle de la roue d'une charrette, d'un carosse, etc.)

Bep kammed a raimp emaomp e riskl da gouezhañ e-mesk ur strollad republikaned.

1878
Daveenn : EKG.II p.106

kammed goullo

1931
Daveenn : VALL pg bévue

Stlejañ a raen m[a] c'hammedoù en-dro d'ar c'heginoù da esa komz hon daou nemetken, ar pezh a oa aes a-walc'h din e yezh ar vro.

1944
Daveenn : EURW.1 p.121

Marc’harid en em zalc’he gant doujañs ur gammed pe ziv war-lerc’h an itron Mosher.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial