kammed
kammed
P. 160, e lec’h : "kamm", "kammed" g. kentoc’h eget gg., lenn : "kamm" g., "kammed" gg. (pe g.).
Ha dont a rae d'hec'h arroud, soublet hebleg he fenn hag he divskoaz war-raok, he sell paret war vein an hent, ouzh piltrot he botoùigoù gwenn uhel-seuliet, gant ar c'hammedoù-se, mibin ha munut, a verc'hed kêr, a vez souezhet ganto, evit ar wech, ar wazed yaouank, betek krediñ en o ardoù blizik.
Diwar neuze, kammed ebet ne reas, nemet pa n’helled ket tremen hep ober un tamm aozañ d’he gwele.
Siwazh, ne veze ket kelennet ar brezhoneg e kloerdi Landreger, met da vihanañ kammed na gant den ne veze graet buhez d'an neb a felle dezhañ komz hon yezh [sic].
Dont a reas d'e dro war vourzh ar C'hleber besadmiral Haiti hag ouzh e heul pennrener e strollad-gourc'hemenn, ur pikol pezh morian gant un tog chasgeu war e gokenn, hag eñ fardet gant Doue 'oar pet galoñs ha klaoutenn hanter weñvet an aour anezho, ha chaokat didruez a rae ar ramz en ur skopañ druz a bep eil kammed ma rae war ar pont.
A gammedoù ingal, Met o vont war e bouez, E vo gwelet, timat, 'Tremen 'dan an aspled, E lec'h e vez klevet, sour an tonnoù tarzhet, 'Lipat ar sav-vili.
Lakait ouzhpenn da wir ne deo peurvuiañ ar gartenn a zo en ho kerz, nemet damskeudennoù savet well-wazh gant ur misioner pe un ergerzhour bennak en ur gontañ e gammedoù dre ma 'z ae hag ho po marteze un alberzh [alberz] eus an diaester a vez evit diazezañ un droiad er broioù koadek.
E-doug e bennadoù-ged diouzh an noz e oa bet boazet a-werso ouzh ar santad iskis krouet gant kammedoù un den, hag eñ pell mat c'hoazh, o tasseniñ trumm ha fraezh e sourrad divent ar gêr hag ar voudinell.
Daoust d'am holl strivoù pennek evit ma tiskouezfe marv Korasidis bezañ un emlzah e vez kadarnaet martezeadenn ar muntr gant pep kammed nevez a reomp.
Chom a ra Andrea ul lajadig o sellout outo o labourat, a-boan ma vez klevet trouz o c’hammedoù, o vorediñ emañ ar mor, morgousket eo ar menez, hag en oabl e ren didrouz, n’eus den war zihun eno evel-just rak n’eo nemet teir eur.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kammed