a ganab
douret ar c'hanab
braeat ar c'hanab
kanab
lien stoup war ganab eo
Ganto vo graet stignoù, d'ho pakañ 'zruilhajoù, lasoù-rikl d'ho mougañ, e berr : kant ha kant tra, a vo, war an diskar, ho toan hag ho klac'har, a vezo, marteze, kiriek eus ho marv. Tec'hit eta a-fo, diouzh ar gaoued, ar ber ! Gwelloc'h oufec'h d'ober, mar fell deoc'h va c'hrediñ, eme ar wennili, eo dibriñ 'n had kanab.
Tri garroñs all, leun a aotrounez hag a itronezed, a deu war-lerc’h ; war varc’h ar vererien gant o gwragez, ha pelloc’h, war-lerc’h c’hoazh, war droad, paotred ar c’homanañchoù hag ar C’hernevoded, kerent ar brigadier, gant o mestrennoù mezher, o brageier berliñj glas hag o [g]amachoù kanab ha pitouilh.
« Ur gordenn nevez ! ur gordenn nevez ! » a soñje Yann, en ur vont. « Ya ! ur gordenn ganab d’o stagañ ouzh ar groug… »
Ha kement-se a ro tu din da reiñ da c'houzout penaos e vezed gwisket evit ober al labour edomp o kas da benn : evit al labour e lakaemp peurvuiañ ur bragoù berr, o tennañ d'ar re a zo bet anavezet kalz ivez gant loened pe blant 'zo, e tougemp bodreoù lien tev (al lêr a vije aet da fall diouzhtu !); met ar pep pouezusañ evit bezañ en e aez a oa dougen boteier lien gant solioù kanab (un doare espadrilhoù o sevel uhel e doare golo mat an ufernioù); gant ar re-se e c'helled mont en dour kement ha ma kared peogwir e sile an dour er-maez goude dre wask an danvez, ha ne chome ket da saflikat er botoù.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kanabeg