I.
V.k.e.
A. GWECHALL
1. [1850, 1985] Dilouzañ an dilhad fank dre skeiñ ganto war-bouez ur c'holvazh.
Edo ar c'hannerezed o kannañ an dilhad fank er poull. Kas dilhad da gannañ. Emañ an dilhad o kannañ.
&
Ent krenn
C'hwi a gann gwenn hag a wask stegn.
2. Trl. skeud.
Kannañ e gouez* da ub.
&
Kannañ e roched* da ub.
B. BREMAÑ
Dilouzañ an dilhad fank dre ober gant an dorn pe gant ur gannerez.
HS. bugadiñ, gwalc'hiñ.
HS. naetaat.
C. Dre ast.
1. [1850] Skeiñ gant ub.
Ne glaske nemet un digarez evit kannañ e verc'h.
[1850] O c'hannañ a ray holl. Kannet hon eus an enebourien.
&
Trl. skeud.
Reiñ bazh* d'e gannañ.
&
Kannañ (ub.) evel ur sac'h en dour : skeiñ gantañ a daolioù kalet.
2. Trec'hiñ.
Ar goueriaded a oa ken niverus ma kannjont an aotrounez.
3. Bezañ kannet : bezañ trec'het, er sport, er politikerezh, h.a.
Poullaouen zo bet kannet gant Karaez. Ar re wenn zo bet kannet.
II.
V. kenem.
1. En em gannañ : skeiñ an eil gant egile.
Eno e oa tud o klask en em gannañ. Bemdez e vezemp oc'h en em gannañ.
[1877] [...] en ur zisklêriañ ec’h en em gannent evit o Doue, evit o bro hag evit o Roue.
&
[1944] [...] kuit a nec'hamant nemet en em gannañ, redek bro, karout ha bezañ karet.
[1985] EN EM GANNAÑ OUZH.
[1878] [...] ha lavaret dezho n’omp ket digalonekaet ha ne c’houlennomp ket gwell eget en em gannañ adarre ouc’h [ouzh]Canclaux.
[1985] A-drugarez Doue ne 'm eus ket bet alies d'en em gannañ outo.
2. Dre ast.
Tabutal.
En em gannañ a reer diwar-benn ar garg-hont.
Daveenn :
LVBCA
p33, 81, 108 (bastre o [=avec] baton)
7. Evit kevret hor pec'hedoù / e welas, allas, e c'hloazioù, / A zivabrant bete ar plantoù, / Kannet ivez gant skourjezoù.
7. Euit gueffret hon pechedau, / Ez guelas, allas, e gloasou, / A dyou abrant bet e-n plantau, / Cannet yuez gant scourgezau.
1622
Daveenn :
Do.
p60
kannañ kruel
cãna cruel
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg batre cruellement
kannañ
canna
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg batre
stêr da gannañ
stêr d'a canna
1699
Daveenn :
Har.
pg kannañ, stêr (douet, eau où l'on lave)
en em gannañ
en hem ganna
1732
Daveenn :
GReg
pg (s') entrebattre
kannañ ken na fu
canna qenna fu
1732
Daveenn :
GReg
pg (battre quelqu'un) dos (& ventre)
kannañ kaer ur re
canna caër ur re
1732
Daveenn :
GReg
pg (battre quelqu'un) dos (& ventre)
kannañ an adversourien eus ar stadoù
canna an adversouryen eus ar stadou
1732
Daveenn :
GReg
pg défaire (une armée)
asinañ d'en em gavout e lec'h distro, evit en em gannañ
açzina d'en hem gavout ê leach distro, evit hen em ganna
1732
Daveenn :
GReg
pg défier (appeller son ennemi au combat singulier)
kannañ ur re tu evit tu
canna ur re tu evit tu
1732
Daveenn :
GReg
pg (battre quelqu'un) dos (& ventre)
Me ned on ket kannus, rak aon da vezañ kannet va-unan.
Me ne doun qet cannus, rac aoun da veza cannet va-unan.
1732
Daveenn :
GReg
pg batant (Je ne suis point batant de peur d'être batu.)
kannañ a daolioù dorn
canna a daulyou dourn
1732
Daveenn :
GReg
pg gourmer
kannet a daolioù dorn
cannet a daulyou dourn
1732
Daveenn :
GReg
pg gourmer (pp.)
kannañ
canna
1732
Daveenn :
GReg
pg baton (pour se soutenir)baton (pour se soutenir), batre (frapper, maltraiter), (rendre tout à fait) blanc (le linge, le bien blanchir)
kannet
cannet
1732
Daveenn :
GReg
batre (frapper, maltraiter)
bezañ kannet gant ur re bennak
beza cannet gant ur re-bennac
1732
Daveenn :
GReg
pg (etre) batu
en em gannañ reer diwar-benn ar garg-hont
en em ganna a rear divar-beñ ar garg-hont
1732
Daveenn :
GReg
pg batre (on se bat à qui aura cette charge)
bet kannet gant ur re bennak
bet cannet gant ur re-bennac
1732
Daveenn :
GReg
pg (etre) batu
hent kannet
hend cannet
1732
Daveenn :
GReg
pg (chemin) batu
henchoù kannet
hinchou cannet
1732
Daveenn :
GReg
pg pg (chemin) batu
ti da gannañ
ty da ganna
1732
Daveenn :
GReg
pg buanderie (lieu, ou, maisonnete dans laquelle passe un ruisseau, & où l'on fait la buée, ou la lessive, pour blanchir le fil & la toile)
Chom a reas 'ta da bennaouiñ er park betek an abardaez ; hag o vezañ kannet ha dornet gant ur walenn ar pennoù he doa dastumet, e kavas eus a heiz, war-dro ar ment eus a un "ephi", da lavarout eo, tri astellad.
Choum a réaz 'ta da bennaoui er park bétég ann abardaez ; hag ô véza kanned ha dournet gañd eur walen ar pennou é dôa dastumet, é kavaz eûz a heiz, war drô ar meñd eûz a eunn EFHI, da lavaroud eo, trî astellad.
1850
Daveenn :
GON.II
p.102, Buez Ruth.
en em gannañ
en em ganna
1850
Daveenn :
GON.II
p.7 introduction "se battre"
Evit hor c'hannañ.
(Evid) hor c'hanna
1850
Daveenn :
GON.II
p.11, introduction, "pour nous battre".
En em gannañ a rin ouc'h ho preur.
en em ganna a rinn ouc'h hô preûr
1850
Daveenn :
GON.II
p.96, livre second, "Je me battrai contre votre frère".
En em gannañ a ris outañ.
en em ganna a riz out-hañ
1850
Daveenn :
GON.II
p.96, livre second, "Je me battis contre lui".
Aet int d'en em gannañ gant ar c'hleze.
Ead iñd d'en em ganna gañd ar c'hlézé.
1850
Daveenn :
GON.II
p.92, livre second, (Ils sont allés se battre à l’épée).
Ha ne vezin ket kannet gant ho tad, mar choman amañ ?
Ha né vézinn-mé két kannet gañd hô tâd, mar choumann amañ ?
1850
Daveenn :
GON.II
p.86 (Votre père ne me battra-t-il pas, si je reste ici ? )
Lazhet e voe oc'h en em gannañ evit he vro.
Lazed é oé oc’h en em ganna évid hé vrô.
1850
Daveenn :
GON.II
p.82 (Il fut tué en combattant pour sa patrie).
Bez’ e kannin ho mab, mar gra goap ac’hanon.
Béz’é kanninn hô mâb, mar gra gôab ac’hanoun.
1850
Daveenn :
GON.II
p.62, (Je battrais votre fils, s’il se moque de moi).
En em gannañ a reas outo.
En em ganna a réaz out-hô.
1850
Daveenn :
GON.II
p.65
En em gannañ a rin ouc'h neb a garo.
En em ganna a rinn ouc'h néb a garô.
1850
Daveenn :
GON.II
p.77
Piv bennak en em gann a-enep e vro, hennezh a zo un den digalon.
Piou-bennâg en em gann a-éneb hé vrô, hen-nez a zô eunn dén digaloun.
1850
Daveenn :
GON.II
p.76 (Quiconque se bat contre sa patrie est un lâche).
Ur bleiz, deuet e eskern er-maez eus e groc'hen, o vezañ ma veze ar c'has ouzh en diarbenn, a gavas, war e hent, un hordenn gi nerzhus, lart-toaz ha flour e lêr, ki distailh galloudus. Lammet gant e gilpenn, en tagañ, en dispenn, hen diskolp' a-bezhioù, a oa micher Gwilhoù, panevet, a-raok e sammañ, oa ret outañ en em gannañ.
Eur bleiz, deut e eskern er meaz euz he groc'hen, o veza ma veze ar c'has oc'h hen diarbenn, a gavaz, war e hent, eunn horden-gi nerzuz, lard-toaz ha flour he ler, ki distaill gallouduz. Lammet gant he gilpenn, hen taga, hen dispenn, hen diskolp' a besiou, a voa micher Gwillou, paneved a-raok e zamma, voa red out-han en em ganna.
1867
Daveenn :
MGK
p7
E-touez bugale 'n dud[,] an hanter, pe war-dro, / Da gannañ 'n hanter-all[,] treujoù keuneud a ro ; / En-dro dezho [ez] euz stignet droug.
Etouez bugale 'nn dud ann hanter, pe war-dro, / Da ganna 'nn hanter-all[,] treujou keuneud a ro ; / Enn dro d'ezho [ez] euz stignet drouk.
1867
Daveenn :
MGK
p107
Ha mard oa chouanted el leandi ?... Oh ! neuze [e] oa graet ganto, rak ar chouanted a yoa paotred hag a en em ganne da vat...
Ha mar doa chouanted el leandi ?.... Oh ! neuze oa great gant-ho, rak ar chouanted a ioa paotred hag a en em ganne da vad...
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.37
Evit ar memes kostezenn ec’h en em gannfet. Skoit start war ar republikaned, ha ra blijo gant Doue lakaat ac’hanoc’h da c’hounit !
Evit ar memez kostezen ec’h en em gannfot. Skoit stard var ar republikaned, ha ra blijo gand Doue lakat ac’hanoc’h da c’hounit !
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.84
E-pad m’edont oc’h ober o zro, an Aotrou de Ker[v]alaneg a beurachue da renkañ e dud, a gomze outo, a domme o c’halon dezho en ur zisklêriañ ec’h en em gannent evit o Doue, evit o bro hag evit o Roue.
Epad m’edont oc’h ober ho zro, an Aoutrou de Kerbalanek a beur-achue da renka he dud, a gomze outho, a domme ho c’haloun d’ezho en eur ziskleria ec’h en em gannent evit ho Doue, evit ho bro hag evit ho Roue.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.275-276
Koulskoude, Aotrou de Kerbalaneg [sic], ma vije aet unan bennak ac’hanomp betek enno, en divije gellet komz outo ha lavaret dezho n’omp ket digalonekaet ha ne c’houlennomp ket gwell eget en em gannañ adarre ouc’h [ouzh]Canclaux.
Koulskoude, Aoutrou de Kerbalanek, ma viche eat unan-bennag ac’hanomp betek enn-ho, enn diviche gellet komz out-ho ha lavaret d’ezho n’omp ket digalounekeat ha ne c’houlennomp ket guell eged en em ganna adarre ouc’h Canclaux.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.107
An 21 a viz C’hwevrer 1794, Croy a skrive e-unan d’e gomandant evel-hen : « Sitoian, pevar bloaz a zo ez omp heskinet gant un dispac’h hon taol en diroll hag hon doug d’en em gannañ an eil enep egile (brezel sivil). [...]. »
An 21 a viz c’huevrer 1794, Croy a zkrive he-unan d’he gommandant evel-hen : « Sitoian, pevar bloaz a zo ez omp heskinet gand eun dispac’h hon taol enn diroll hag hon doug d’en em ganna an eil enep egile (brezel sivil). [...] »
1878
Daveenn :
EKG.II
p.202
Ar gwel eus an traoù-se a c’hlac’hare hor c’halon, ha ne zalejomp ket pell el lec’h m’oamp en em gannet ker kalonek dioc’h ar mintin.
Ar guel euz an traou-ze a c’hlac’hare hor c’haloun, ha ne zalejomp ket pell el leac’h m’oamp en em gannet ker kalounek dioc’h ar mintin.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.2
En em gannañ a reont ivez evel bleizi, ha deomp-ni e oa lavaret e oant ken aonik hag ar merc’hed bihan a zu-mañ.
En em ganna a reont ive evel bleizi, ha d’eomp-ni oa lavaret oant ken aounik hag ar merc’hed bian a zu-man.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.127
Ha soñj dit, mignon Tomaz, ar seier a vano ganimp, a vo mat, goude vent kannet, da lakaat war hon c'hein en noz, en-giz ballino[ù] pa vez[z] rev en amzer ; hag un tamm plom en beg eur fiselenn a zo mat da dizhañ gedon.
Ha sonj d'it, mignon thomas, ar seier a vano gan-imp, a vo mad, goude vent kannet, da lakaat war hon c'hein en noz, en giz ballino pa ve reo en amzer ; hag eun tamm plom en beg eur fiselen a zo mad da diza gedon.
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
en em gann
en ém gann
1909
Daveenn :
BROU
p. 233
— Pelec’h aet an ejenned ? — Da glask pep a vazh skav da gannañ gwreg ar gov ! gwreg ar gov ! Ha pep hini da skeiñ war daouarn an eil egile. Ha skrijadeg, c’hoarzhadeg !
— Pelec’h aet an ejenned ? — Da glask peb a vaz skô da ganna gwreg ar gô ! gwreg ar gô ! Ha pep-hini da skei war daouarn an eil egile. Ha skrijadeg, c’hoarzadeg !
— Ar garabasenn, eme unan all, a zo o kannañ, e-tal lenn-C’hireg, ha Pipi, ki ar presbital, a zo ganti !
— Ar garabasen, eme unan all, a zo o kanna, e-tal lenn-C’hirek, ha Pipi, ki ar presbital, a zo ganti !
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 39, p.864 (Miz Meurzh 1924)
Eno, gwechall d'an nevez-hañv, a-gevret gant un toullad krennbaotred, e teuen da neuñv, da redek, da c'hoari pi, da neizhiata ha d'en em gannañ gant ar Gerneizon bihan [sic].
Eno, gwechall d'an nevez-hañv, a-gevred gand eun toullad krennbaotred, e teuen da neuñv, da redek, da c'hoari pi, da neiziata ha d'en em ganna gand ar Gerneizon bihan.
1929
Daveenn :
SVBV
p.15
en em gannañ
en em ganna
1931
Daveenn :
VALL
pg batailler, (se) battre
reiñ a ra bazh d'e gannañ
rei a ra baz d'e ganna
1931
Daveenn :
VALL
pg (il donne des) arme(s pour le battre)
kannañ
kanna
1931
Daveenn :
VALL
pg battre, blanchir (le linge)
An hini gozh gant he c’hoef n’oa ket bet kannet, hag he chal a-dreuz war e c’hein, a rae ur c’houblad c’hoarzhus gant an Amerikanez gran : ne gomzent nemet dre sinoù, rak unan ne ouie ket galleg, hag eben ne ouie ket brezhoneg.
An hini goz gant he c’hoef n’oa ket bet kannet, hag he chal a-dreuz war e c’hein, a rae eur c’houblad c’hoarzus gant an Amerikanez gran : ne gomzent nemet dre sinou, rak unan ne ouie ket galleg, hag eben ne ouie ket brezoneg.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.189
Ar vuhez varzhek a dlee bezañ evel-se, e penn kentañ ar bed, pa veve an dud er c'hoadoù bras, ha war ar mor don, kuit a nec'hamant nemet en em gannañ, redek bro, karout ha bezañ karet.
Ar vuhez varzek a dlee beza evel-se, e penn kenta ar bed, pa veve an dud er c'hoadou bras, ha war ar mor doun, kuit a nec'hamant nemet en em ganna, redek bro, karout ha beza karet.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.183
Ne zichañsas ket dimp menel bamet dirak harem Abd-el Aziz, met bez' oa en-dro dezhañ teir pe beder gaoued gant orjal arc'hant, hag enno ur bagad perokidi ha krakperokidi na baouezent ket d'en em gannañ ha da c'hagailhat [sic, c'hragailhat] ken ma tregerne hon divskouarn.
Ne zichansas ket dimp menel bamet dirak harem Abd-el Aziz, met bez' oa e-dro dezhañ teir pe beder gaoued gant orjal arc'hant, hag enno ur bagad perrokidi ha krakperrokidi na baouezent ket d'en em gannañ ha da c'hagailhat [sic] ken ma tregerne hon divskouarn.
1954
Daveenn :
VAZA
p.136
Hep mar ebet, nep a ro bod / En do er c'hastiz perzh ha lod, / Met ma ne vennez difraeañ / ' Vo dav da gannañ ha fraeañ.
Hep mar ebet, nep a ro bod / En do er c'hastiz perz ha lod, / Met ma ne vennez difraea / ' Vo dao da ganna ha fraea.
1960
Daveenn :
PETO
p40
Ouzhpenn "en em gannañ", e talvez ivez ar ger-se kement hag "enebiñ", "ober ar penn fall".
Ouspenn "en em ganna", e talvez ivez ar ger-se kement hag "enebi", "ober ar penn fall".
1960
Daveenn :
PETO
p87
Bras eo madelezh Mab an Den, / Arabat 'ta koll fiziañs ken. / Morzhol Doue a ziskaro / Ar re ' venn hor gwaskañ garv. / Eomp, gant skoazell Santez Anna, / Ouzh an Ifern d'en em gannañ.
Bras eo madelez Mab an Den, / Arabat 'ta koll fiziañs ken. / Morzol Doue a ziskaro / Ar re ' venn hor gwaska garo. / Eomp, gant skoazell Santez Anna, / Ouz an Ifern d'en em ganna.
1960
Daveenn :
PETO
p23
P'en em lakaint d'am merzheriañ, / Ganto kannet ha ganuzet, / Dezho 'm eus aon da ziskleriañ / Pelec'h 'm eus ar c'hure kuzhet.
P'en em lakaint d'am merzeria, / Ganto kannet ha ganuzet, / Dezo 'm eus aon da ziskleria / Pelec'h 'm eus ar c'hure kuzet.
1960
Daveenn :
PETO
p50
A-drugarez Doue ne 'm eus ket bet alies d'en em gannañ outo el lodenn-vro ergerzhet ganin.
1985
Daveenn :
DGBD
p72
Da c'holo ar c'horf-bras, e-pad al labour ar pezh dilhad aesañ a oa ur seurt vareuzenn lien gant peder godell ha mañchoù berr evel ma touge ar soudarded saoz er broioù tomm, aes-tre e oant o vezañ ma oa tu da dennañ kuit ar boutonoù pa veze c'hoant d'o c'hannañ.