lost ar c'hanol
kanol
P’en em gavjomp e Kergidu, e oa sioul an traoù, ne dregerne ken an draonienn gant ar youc’herezh, an tennoù fuzuilh hag an tennoù kanol ; n’oa den war vale e neblec’h ; ne weled nemet gwez dibennet, kleuzioù freuzet, parkeier turiet evel pa vije bet e pep hini kant penn-moc’h-gouez oc’h ober o ebat.
kanol
Klevet am eus kement-mañ pell goude e Rusia digant un Itron vras, gwreg ur c’horonal eus gward an Impalaer : « Kentañ gwech ma kejis gantañ goude e veaj Cherbourg, e c’houlennis digant an tzarevitch petra ’ soñje a-zivout Bro-C’hall : Ur vro iskis eo hounnezh, emezañ, moan-moan eo, gant dour a bep tu dezhi, gant kanolioù kozh, sonerien, gwestell ha te na oa na tomm na klouar ! »
Unan ha kant tenn kanol, hervez m’eo dleet da bennrenerien stad, c’hwitelladennoù ar c’harter-mistri gwernerien war-c’hed a-us da skeulig a-dreñv ar Vérité, kan broadel Bro-C’hall ken ma tregerne an heklev ouzh kozh tiez kae Dukark, ha setu Fallières o lestrañ war vourzh, ouzh e heul ur jeneral hag ofiserien a renk uhel, hag evel-just ul lostennad lakizien, gant an Aotrou Lhéritier hag e dog foñs hir e penn-kentañ.
Ha setu un deiz bennak, beure-mat, va lestr-reder o tremen dirak kreñvlec’h Sant Yann, kêrbenn an Douar-Nevez, o lidañ hon degouezh a daolioù kanol ken ma strake al lenn a-bezh hag an tevennoù e[n]-dro dezhi, ken meinek, ken disc’hlasvez [sic, dic’hlasvez] ha lein Beg ar Raz.
Dre-se, daoust d’o chanolioù, d’o zarzherezed ha d’o mindrailherezed, tremen poent a oa, gouez dezho, d’al listri bezañ binvioù a garantez etrevrodael koustet pe gousto.
Diskan : Dañsomp ar garmagnolenn / Ha bep taol, ha bep taol, / Dañsomp ar garmagnolenn / Bevet trouz ar c'hanol.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kanol