Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. [1659, 1732, 1850, 1985] Naoz un dourredenn. Kanol ur stêr. & Trl. Kanol wenn : zo traezh gwenn er goueled anezhi. & Kanol zu : zo don an dourioù enni. 2. Lodenn eus ur stêr a sav al lanv enni. Adalek Pont-'n-Abad, dre gildroennoù ar ganol. & Ent strizh Naoz un dourredenn tost d'an aod a vez gwelet pa vez izelvor. 3. Dourredenn savet gant an den evit an treuzdougen marc'hadourezh. Kanol Naoned-Brest. & Hent-kanol*. & Kanol-stagañ : a dalvez da eren div zourredenn, div ledennad dour. 4. A-wechoù Stêr. Eus ar vammenn-se e tiwane ur ganol, ur stêr vras. Kanol Jourden. 5. Dre verr. Kanol-vor. Kanol ar Forn. 6. Dre skeud., dizoare Forzh (II 2). II. Korf Framm heñvel ouzh un duellenn a red drezañ dourennoù pe danvezennoù organek. Kanol ar fraezh. Kanol an arzorn. Kanol ar vorzhed. Kanol ar gweled. Kanolig an daboulin. DHS. kan, san. III. (db. an traoù) 1. Kozh Tuellenn. 2. Nevez Stroll staliadurioù a dalvez da skignañ an hevelep abadennoù war un dro. Ur ganol skinwel. Ur ganol skingomz. & Dre ast. Aozadur zo e gefridi kenderc'hiñ ha skignañ rolladoù abadennoù skinwel pe skingomz. Ur ganol brevez. Gant ar pellurzhier eo aes cheñch kanol. HS. chadenn.

Skouerioù istorel : 
33
Kuzhat roll ar skouerioù

kanolioù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg canol

kanol

1659
Daveenn : LDJM.1 pg canal

kanol Ilez

1732
Daveenn : GReg pg canal (d'Is, ou l'Iroise)

kanol

1732
Daveenn : GReg pg canal (lit d'une Riviere, d'un Ruisseau)

kanolioù

1732
Daveenn : GReg pg canal (lit d'une Riviere, d'un Ruisseau), égout (évier, cloaque)

kanolioù

1732
Daveenn : GReg pg canal (lit d'une Riviere , d'un Ruisseau)

kanol vras

1732
Daveenn : GReg pg (grand) canal (ou fort courant d'eau)

kanolioù vras

1732
Daveenn : GReg pg (grand) canal (ou fort courant d'eau)

kanol vihan

1732
Daveenn : GReg pg (petit) canal

kanol-vaen

1732
Daveenn : GReg pg canal (blanc, dont le fond est de sable blanc)

kanol du

1732
Daveenn : GReg pg canal (noir, dont l'eau est profonde)

kanol Iz

1732
Daveenn : GReg pg canal (d'Is, ou l'Iroise)

kanol endan an douar

1732
Daveenn : GReg pg égout (évier, cloaque)

kreiz ar ganol

1732
Daveenn : GReg pg fil (Fil, parlant de l'eau, le milieu, le courant de l'eau)

monet dre greiz ar ganol

1732
Daveenn : GReg pg fil (Aller au fil de l'eau)

kanol-dour

1850
Daveenn : GON.II pg kanol (canal d'eau).

kanol-vor

1850
Daveenn : GON.II pg kanol (canal ou bras de mer).

Kanol Iz

1850
Daveenn : GON.II pg kanol (le canal d'Is ou l'Iroise, la grande entrée du goulet de Brest).

kanolioù

1850
Daveenn : GON.II pg kanol (Canal, conduit par où l'eau passe. - Chenal. Pl.)

kanol

1850
Daveenn : GON.II pg kanol (Canal, conduit par où l'eau passe. - Chenal).

Evit diskouez e oa perc’henn d’ar gompezenn-se, ec’h en em lakeas da ober dre an traezh kleuzioù evit merkañ ar pezh a yoa dezhañ, ha kanolioù bihan evit ober holen, war e veno.

1877
Daveenn : EKG.I. p.241

Mont a rejomp en hent ; en em guzhet a rejomp en ur [w]aremm lann a-zioc’h kanol Milin ar Stank.

1877
Daveenn : EKG.I. p.276

Pa vezo an "arme noar" treuzet ar ganol ganti, pa vezint o vont da sevel d’ar c’hrec’h, en tu-all, war-zu Lokournan, war ur ger eus va ginou e skoimp a-unan, en un taol, war ar vuntrerien difeiz ; pep hini a vezo e zen hag hen diskaro.

1877
Daveenn : EKG.I. p.199

Pa vezo graet an traoù-se ganez penn-da-benn, e savi da eor, e laki da lien-gouel war da lestr hag ez i war-zu Bro-Saoz en ur dremen dre ganol ar Forn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.217

Kentañ a ris a voe evañ ur banne dour. N’oa ket dour mat, mar kirit, rak dour kanol n’oa ken ; mes pa vez sec’hed, pep dour a zo mat.

1878
Daveenn : EKG.II p.24

Heuliañ ar skraperien a reas war an holl gammdroioù a rejont dre ar c’hanolioù etre an enezennoù ; n’o lezas ket da rebellaat na bezañ nepred a-ziwar-wel dioutañ ; ne spontas ket rak ar saezhioù, an daredoù hag ar mein a stlapent outañ hag a gazarc’he a-bil en-dro dezhañ hag en e vag ; dre e skiant-veiz hag e zisaouzan e tiarbennas ar spioù hag ar stignoù a antelled outañ a-greiz raosklegoù ha broenegoù ar stêr, er c’hildroioù hag er strizhredennoù anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.134-135

Dre gant kanol e sav ar mor e-kreiz he c’hoadoù, ha dre gant beg-douar e tiskenn he c’hoadoù e-kreiz ar mor.

1924
Daveenn : SKET.II p.74

Bremaik Porzh Bilieg ne vo nemet un tarch mor, hag ar c’herreg, o begoù hepken gourizet gant inoenn wenn, pep-hini anezhe dispartiet gant kanolioù, e-lec’h ma na frege ket an taolioù-mor.

1925
Daveenn : BILZ2 p.143

A-raok an hantervare, an tarzhioù-mor a frege war ar Vran a bep a du d’ar Gwennili, enk-meurbet ar ganol evit antren er porzh, eus a-gichen ar Garreg-Kouezhet betek beg ar Roc’h-Dañvad.

1925
Daveenn : BILZ2 p.107

Kanol Gonstantinopl

1931
Daveenn : VALL pg Bosphore

Kenderc'hel a ra o zraonienn gant kanolioù donik a-walc'h o kammigellañ etre inizi diniver ar skjaergaard (pe liorzh skoselloù).

1943
Daveenn : TNKN p46

Pell 'eo ez eus anv gant ar C'hallaoued da doullañ ur ganol, a-dreuz an erv evit ma c'hellfe al listri mont e goudor al lenn, e doare ma teufe ar gêr-benn da vezañ ur porzh-mor.

1985
Daveenn : DGBD p19

Un toullad teltennoù evit tud dilojeiz savet war ribl ur ganol e-lec'h ma red dour sklas, ul leur-doenn e-kichen an islonk, un doenn pe ur c'havr-houarn aloubet, ur stourmer kraper staget a-istribilh ouzh ur pont ... setu skouerioù evit en em lakaat en dañjer a-ratozh hag a sikour kendivizout gant an enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p103

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial