Pellgargañ ar gerioù kar kaouenn-erc'h kaouennez kaouenn-gazh kaouenn-Oural
kaouennezed
kaouenned
kaouennez
koc'han
kouc'han
Dre ma taole evezh ouzh ar re ziskiantañ, 'welas, en o zouez, an dud er penn-kentañ. Abeg en doa, m'en tou ! Rak holl, gwitibunan, chomomp bras ha bihan, heñvel ouzh kaouenned, en noz a wel gwellañ, da sellet a-vichez, ha da zispourbellañ ouzh fazioù hon nesañ, ouzh techoù ar re all. Ne welomp ket hor re ; en hor c'heñver omp dall, dall-poch evel gozed ; rak siwazh ! Mar karfemp, hep turiañ don hor park, grizioù fall a gavfemp
Sevel a dlee, en tu bennak, e ribl ar c’hoadoù, war ur c’hleuz ; ha neuze, hopañ teir gwech ha distag, o tifraezhañ hopadenn ar gaouenn. Goude an trede gwech, ni a dlee hopañ d’hon tro, ur wech hepken, evit diskouez hon doa klevet hag e pelec’h edomp. Ma ne hopajemp ket, e tleed redet a-hed ar c’hoadoù hag ar gwaremmoù a-dro-war-dro, en ur hopañ atav teir gwech, an eil war-lerc’h eben, ken na glevjed ac’hanomp oc’h ober un hopadenn.
An avel o yudal er gwez, ha, d’an noz, ur gaouenn o youc’hal en ur penngos derv bennak, ha me war va gwele, bemdez ha bemnoz oc’h hirvoudiñ.
Ha, ma kleve un trouz bennak, e oa klemmoù hir an avel e gwez avaloù al liorzh, hag ar gaouenn gant he galvadennoù melkonius e koadoù Troboa.
An diaoul kentañ. — « Ar gaouenn a hud er c’hoad ; a-raok ma ehano hudal, en da [sic, "en do"] skoet an Ankoù e daol-morzhol war ho penn. »
— « Mont a ran neuze, » a gendalc’has ar marichal, « ha pa rin : Youc’houc’hou ! neuze e vo bet lerennet choug Satanaz. » — « Youc’houc’houc’houc’hou !… » a reas ur vouezh skiltr, e liorzh Karreg-al-Louarn. — « Ur gaouenn ! » — « N’eo ket ur gaouenn. » — « N’eo ket un den. » — « Labous an Ankoù an hini eo. » — « Satanaz eo sur. »
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kaouenn