Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kard eus un eur, pad pemzek munut. A-benn ur c'hardeur e vo poazh ar c'hig. Tri c'hardeur zo eo aet kuit. & (en e furm vihanaat) Ur c'hardeurig : un tamm nebeutoc'h eget pemzek munut. 2. (dirak un av. pe un ak.) Kementad a zegouezh gant pad pemzek munut. Ur c'hardeur hale.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Eo, me a ya a-galon-vat da ziskouez an hent deoc’h, hag a-barzh ur c’hardeur amañ emaomp e Runveuzit [Runanvizid].

1877
Daveenn : EKG.I. p.68

Eus a Lanzeon da vourk Gwinevez, n’eus ket pell, tri c’hardeur vale da hirañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.252

Da darzh-an-deiz e oant savet hag ur c'hardeur da c'houde o devoa kavet repu war ar plouz en un ti-skol.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

D'ur mare e oamp un tri c'hardeur bennak ouzh e c'hedal en ur ge[ê]riadenn en ur chaokat korz-sukr a-barzh ma voe gwelet o tont, mallozhioù gantañ war e zougerien.

1985
Daveenn : DGBD p36

Goude bezañ kantreet ur c'hardeur bennak dre straedoù teñval-sac'h e anzavas en doa kollet e hent.

2023
Daveenn : DREAM p. 90

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial