I.
V.g.
A. (db. an dud)
1. Huchal war un ton gourdrouzus.
Ar charretour a skoe hag a garnaje.
2. Ober trouz, freuz.
Pa vez tommet dezhañ n'eo ket evit mirout a garnajal ha da glask afer ouzh an dud.
DHS. grozmolat.
B. (db. al laboused)
Reiñ e vouezh da glevet.
Ar c'hilhog hag ar yar a oa o karnajal er vaoz. Ar piged a garnaje.
DHS. gragailhat.
II.
V.k.e.
Gourdrouz (ub.) a-benn e lakaat da blegañ.
Karnajal un den pe ur vaouez da zimeziñ. Ma c'harnajal d'ho kuitaat. Den n'ho karnaj da werzhañ ho park.
DHS. rediañ.