Hini pe hini anezho a oa dezhañ ivez teuler evezh ouzh ar piked ha klotañ a rae mat gant ar gartenn (pa veze bet ur barr-glav bras bennak e c'hoarveze a-wechoù e veze bet diframmet unan bennak gant kas an dour), me a veze da drede ha diouzhtu em c'hichen e veze ar mwana o tougen ar plankenn-labour a veze warnañ diouzh un tu ar c'harned da verkañ an evezhiadennoù, ha diouzh an tu all ar gartenn hag a verked warni natur an danvez a veze bet kavet, hervez pe hini oa, ec'h implijed kreionoù liv, e doare kaout diouzhtu ur gwel dre-vras.
Er c'hontrol, arabat degas deiziataerioù na karnedoù darempredoù a c'hallfe sachañ evezh ar polis.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
karned-labour