I.
GWECHALL., DISPRED.
[1659] Doare karr bihan a-ziwar ar maez, stlejet war-bouez ejened pe kezeg, a ziskarged o wintañ anezhañ dre an tu a-dreñv.
&
KARRIGELL AN ANKOÙ : implijet gant an Ankoù da sammañ ar re varv.
II.
BREMAÑ.
1. [1850, 1931] Karbed bihan ur rod outañ a dalvez da dreuzdougen sammoù war-bouez e zibradañ gant an div vrec'h hag e vountañ pe e stlejañ.
Ur garrigell brenn.
&
Trl. fent.
Na kar na karrigell : hep tamm darempred kerentiezh ebet.
Tud ha n'int na kar na karrigell din.
2. Dre heveleb.
Lesanv koef hengounel merc'hed Mêlann.
3. Karbed bihan ma lakaer babigoù hag a vounter dirak an-unan.
4. NEVEZ. (er gourmarc'hadoù)
Karbed metal peder rod dezhañ a dalvez da lakaat marc'hadourezh.
N'eus forzh pe oad hor beus, pe vadoù, pe c'hened, / Kaer hor bezo bale, mont d'ar penn all ar bed, / Oc'h hon heul e pep lec'h e vezo ar marv ; / Karrigell an ankoù gant rod ar bed a dro.
N'euz forz pe oad hor beuz, pe vadou, pe c'hened, / Kaer hor bezo bale, mont d'ar penn all ar bed, / Oc'h hon heul e pep leac'h e vezo ar maro ; / Karrigel ann ankou gant rod ar bed a dro.
1867
Daveenn :
MGK
p100-101
— Lavaret a raer ivez penaos e vezer spontet entre ar chapel hag ar feunteun. — Eno, el lec’h all, spontet e vezer dre-holl gant an Teuskoù-noz, ar [g]wrac’hed, ar gornandoned, ha karrigell an Ankou.
— Lavaret a rêr ive penôs e ver spontet entre ar chapel hag ar feunteun. — Eno, el lec’h all, spontet e ver dre-holl gant an Teuskou-noz, ar wrac’hed, ar gornandoned, ha karigell an Ankou.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 41, p.947 (Mae 1924)
karrigell
1931
Daveenn :
VALL
pr brouette
Mont da gantreal : da lavaret eo mont n'eus forzh pelec'h, da ober flisterezed dour gant raoskl, da ober pifoù gant toc'had kerc'h, « ouan-ouaniou », da ober « totoc'hodou » gant plusk haleg, da ober karrigelloù gant brankoù derv forc'hellek, gweet an div forc'h e-giz div rod.
Mont da gantreal. Da lavaret eo mont n'eus forz pelec'h. Da ober flisterezed dour gant raoskl : da ober pifou gant toc'had kerc'h, « ouan-ouaniou ». Da ober « totoc'hodou » gant plusk haleg. Da ober karigellou gant brankou dero forc'hellek, gweet an diou forc'h e giz diou rod.
1944
Daveenn :
EURW.1
p24-25
Da veure al Lun, e kemeras Pwyntil Meirion ha me an tren bihan, heñvel-bev ouzh karrigell Gwengamp da Garaez, da vont da weladenniñ ar c’hêrioù war-dro, hag er c’hêrioù-se, ober anaoudegezh e familh.
Da veure al lun, e kemeras Pwyntil Meirion ha me an trein bihan, heñvel beo ouz karrigell Gwengamp da Geraez, da vont da weladenni ar c’hêriou war-dro, hag er c’hêriou-se, ober anaoudegez e familh.